Levr Yehezkel 27:15
Bugalé Dédan a oa da varc’hadourien; kalz énézi a réa gwerzidigez gan-éz; kâs a réan̄t d’id enn eskemm den̄t olifan̄t, ha koat ébéna.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Euz a dî Togorma é kased d’as marc’hallec’hiou kézek, ha marc’héïen, ha muled.
Cross References
1 Chronicles 1:32Hôgen ar vugalé en dôé Abraham eûz a Zétura, hé eil c’hreg a oé: Zamran, Jeksan, Madan, Madian, Jesbok, ha Sué. Hôgen mipien Jeksan: Saba ha Dadan. Hôgen mipien Dadan: Assurim, ha Latusim, ha Laomim.
Jeremiah 25:23Hag hî a zigasaa Urias eûz ann Éjipt, hag a gasaz anézhan̄ dirâg ar roué Joakim, péhini a lazaz anézhan̄ gan̄d ar c’hlézé, hag a réaz teûrel hé gorf-marô é bésiou ann dûd dister.
Ezekiel 25:13Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.
Ezekiel 38:13Saba ha Dédan, ha marc’hadourien Tarsis, hag hé holl léoned a lavarô d’id: Ha n’oud-dé két deûet évit kéméroud dibourc’hou? Chétu éc’h eûz strollet eul lod brâz a dûd évit skrapa ar preiz, évit kémérout ann arc’han̄t hag ann aour, ha kâs ann arrébeuri hag ann diwiskou, hag évit falc’ha madou brâz.