Levr Yehezkel 27
1Ha gér ann Aotrou a zeûaz d’in, ô lavarout:
2Té éta, mâb dén, gra eur c’heinvan diwar-benn Tir:
3Hag é liviri da Dir, péhini a zô diazezet war-harz ar môr, péhini a râ gwerzidigez gan̄d ar boblou eûz a eul lôd braz a énézi: Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O Tir, té éc’h eûz lavaret: Kaer-brâz ounn.
4Hag é-kreiz ar môr ounn diazéset. Da amézéien péré hô deûz da zavet, hô deûz da leûniet a gaerded.
5Da zavet hô deûz, té ha da holl zoliérou gan̄t sapr Sanir: eur wézen-sedr eûz al Liban hô deûz kéméret évid ôber eur wern d’id.
6Gan̄d derô Basan hô deûz gréat da roén̄viou; da dôstou hô deûz gréat gan̄d olifan̄d ann in̄dez, ha da gamprou gan̄t koat énézi ann Itali.
7Lin moan ann Éjipt gwéet a bép liou a zô bét aozet da wél d’id évit lakaad oud da wern; mézer glâz ha limestra énézi Élisa hô deûz gréat da vannier.
8Tûd Sidon hag Arad a zô bét da roén̄vierien d’id; ha da dûd fûr, ô Tir, a zô deûet da lévierien d’id.
9Kôzidi Gébal, hag hé zûd fûr hô deûz kaset hô merdéidi évid holl zervich al léstr; holl listri ar môr, hag hô merdéidi a zô en em rôet d’id évid da werzidigez.
10Ar Bersied, al Lidied, hag al Libied a oa da vrézélidi enn da armé; skourret hô deûz enn-od hô zirennou hag hô zôkou-houarn da skéd d’id.
11Mipien Arad a oa gan̄d da armé war da vuriou trô-war-drô; hag ar Rigméed péré a oa war da douriou, hô deûz skourret hô zron̄sou oud da vuriou trô-war-drô; hî hô deûz peûr-leûniet da skéd.
12Ar C’hartajinéed a réa gwerzidigez gan-éz, hag a leûnié da varc’hallec’hiou a galz a vadou, a arc’han̄t, a houarn, a stéan, hag a bloum.
13Ar Grésia, Tubal, ha Mosoc’h a oa ivé da varc’hadourien, hag a gasé d’as pobl sklaved ha listri arem.
14Euz a dî Togorma é kased d’as marc’hallec’hiou kézek, ha marc’héïen, ha muled.
15Bugalé Dédan a oa da varc’hadourien; kalz énézi a réa gwerzidigez gan-éz; kâs a réan̄t d’id enn eskemm den̄t olifan̄t, ha koat ébéna.
16Ar Siried hô deûz gréat gwerzidigez gan-éz enn abek d’al lôd brâz eûz da labouriou; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou perlez, tané, lien rouédek, lien lîn moan, seiz ha chodchod.
17Juda ha douar Israel a zô bét ivé da varc’hadourien; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou gwiniz flour, ha balzam, ha mél, hag eôl, ha rousin.
18Tûd Damas a oa ivé da varc’hadourien, enn eskemm eûz da holl labouriou; hag hî a zigasé kalz madou, gwîn c’houék, ha gloan livet-kaer.
19Dan, hag ar Grésia, ha Mosel hô deûz digaset d’as marc’hallec’hiou houarn govéliet; gwerzet hô deûz ivé d’id stakté ha raos c’houés-vad.
20Dédan a werzé d’id pallennou-kézek.
21Ann Arabia, hag holl brin̄sed Sédar a oa da varc’hadourien; hî a zigasé d’id ein, tourzed ha bouc’hed.
22Saba ha Réema a werzé ivé d’id hag a bréné gan-éz; hî a zigasé d’id louzou-c’houés-vâd, mein talvouduz hag aour.
23Haran, ha Chéné, hag Éden a bréné digan-éz. Saba, hag Assur, ha Kelmad a wérzé d’id.
24Ar ré-man̄ a réa eur werzidigez vrâz gan-éz, hag a zigasé d’id mézer glâz, broudérez, hag arrébeûri talvouduz strôbet ha stardet gan̄t kerdin; koat sedr a werzen̄t ivé d’id.
25Da listri éo da wella gwerzidigez; té a zô bet leûniet a vadou, hag a c’hloar é-kreiz ar môr.
26Da roén̄viérien hô deûz da gaset war ann douréier brâz, avel ar c’hrésteiz é deûz da vrévet é-kreiz ar môr.
27Da vadou, ha da den̄zoriou, ha da holl varc’hadourez, da verdéidi ha da levierien, ar ré a reizé pép-trâ war da varc’hallec’hiou, ann holl vrézélidi péré a oa enn-od, al lôd brâz a dud péré a oa enn da greiz a gouézô é-kreiz ar môr é deiz da zisman̄tr.
28Ouc’h trouz garmou da lévierien é vézô spoun̄tet ar strolladou listri.
29Ar ré holl a zalc’hé ar roén̄v a ziskennô eûz hô listri; ar verdéidi hag ann holl lévierien en em zalc’hô war ann douar.
30Keina a rain̄t kré diwar da benn, hag é c’harmin̄t gan̄t c’houervder; teûrel a rain̄t poultr war hô fennou, en em sparfa a rain̄t gan̄t ludu.
31Touza a rain̄t hô bléô enn abek d’id, eur gouriz-reun a likiin̄t war hô dargreiz; gwéla a rain̄t war-n-od é c’houervder hô c’haloun gan̄d eur c’hlac’har vrâz.
32Hag hî a rai eur c’heinvan diwar da benn, hag a wélô war-n-od, ô lavarout: Piou a zô ével Tir, péhini a zô deûet da véza mûd é-kreiz ar môr?
33Té péhini, gan̄d da werzidigez war ar môr, éc’h eûz leûniet a vadou eul lôd brâz a boblou; té péhini gan̄d da vadou brâz, ha gan̄d da boblou paot, éch eûz pinvidikéet rouéed ann douar.
34Bréma oud brévet gan̄d ar môr; da vadou a zô éat é gwéled ann douréier, hag al lôd brâz a dûd a oa enn-od a zô kouézet.
35Ar ré holl a choum enn énézi a zô bét saouzanet diwar da benn; hag hô holl rouéed skôet gan̄d ar stourm-sé a zô bét gwévet enn hô dremm.
36Marc’hadourien ar boblou hô deûz gréat goab ac’hanod; deûet oud da-gét, ha na zistrôi mui-da-vikenn. ———— XXVIII. PENNAD Kanaouen kan̄vaouuz diwar-benn disman̄tr Sidon.