Levr Yehezkel 27:16
Ar Siried hô deûz gréat gwerzidigez gan-éz enn abek d’al lôd brâz eûz da labouriou; hag hî hô deûz digaset war da varc’hallec’hiou perlez, tané, lien rouédek, lien lîn moan, seiz ha chodchod.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 10:6Hôgen bugalé Israel, ô lakaat péc’héjou névez war béc’héjou kôz, a réaz ann drouk dirâg ann Aotrou, hag a zervichaz ann idolou, ha Baalim hag Astarot, ha douéed ar Siria ha Sidon, ha Moab, ha mipien Ammon, hag ar Filistined: dilezel a réjon̄t ann Aotrou, ha na géelchon̄t mui anézhan̄.
2 Samuel 10:6Hôgen mipien Ammon ô wélout pénaoz hô dôa gréat dismégan̄s da Zavid, a gasaz étrézé Siried Rohob ha Siried Soba, hag a zigasaz ac’hanô, oc’h hô gôpraat, ugen̄t mil dén war droad; hag eûz a roué Maac’ha mil dén, hag eûz a Istob daouzék mil dén.
Isaiah 7:1É deisiou Ac’haz, mâb Joatan, mâb Ozias, roué Juda, Rasin roué Siria, ha Faséé, mâb Romélias, roué Israel, a biñaz étrézé Jéruzalem, évit stourmi out-hi; hôgen na helchon̄t két hé c’hémérout.