Levr Yehezkel 27:32
Hag hî a rai eur c’heinvan diwar da benn, hag a wélô war-n-od, ô lavarout: Piou a zô ével Tir, péhini a zô deûet da véza mûd é-kreiz ar môr?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Lamentations 2:13Oc’h pétrâ é likiinn éz oud hével? (T) Pé out piou éc’h hévélébékainn ac’hanod, merc’h Jéruzalem? Out pétrâ é kemminn ac’hanod, ha pénaoz é tizoaninn ac’hanod, ô plac’h-iaouan̄k, merc’h Sion? Râk da zismân̄tr a zô brâz ével ar môr; piou a louzaouo ac’hanod? NUN.
Ezekiel 26:17Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id: Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl?
Ezekiel 27:26Da roén̄viérien hô deûz da gaset war ann douréier brâz, avel ar c’hrésteiz é deûz da vrévet é-kreiz ar môr.