Levr Yehezkel 27:31
Touza a rain̄t hô bléô enn abek d’id, eur gouriz-reun a likiin̄t war hô dargreiz; gwéla a rain̄t war-n-od é c’houervder hô c’haloun gan̄d eur c’hlac’har vrâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 14:1P’az î d’ar brézel a-énep da énébourien, hag é wéli kézeg ha kirri, hag eunn armé brasoc’h é niver égéd da hini, n’az péz kéd a aoun ra-z-hô, râg gan-éz éma ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt.
Isaiah 16:9Râk-sé é lén̄vinn hag é wélinn gan̄t Jazer gwinien Sabama; da zoura a rinn, Hesébon, hag Eléalé, gan̄t va daérou, ô véza ma in̄t en em daolet gan̄d eur garm brâz war da winiennou ha war da barkou éd.
Isaiah 22:12Hag hén̄ en deûz lavaret: Gwerc’hez péhini a dlé béza gwallet, merc’h Sidon, na fougéi mui; saô ha kéa dré vôr bété Kétim; ha na gavi két zôkén a éhan énô.
Jeremiah 47:5Chétu mé a zigasô ar spoun̄t war-n-od, émé ann Aotrou, Doué ann arméou, râg ar ré holl a zô war da drô; ha c’houi a vézô skiñet pép-hini enn hé dû; ha na vézô dén évit strolla ar ré a déc’hô.
Ezekiel 7:18Saéou-reûn a wiskin̄t, hag é vézin̄t gôlôet a spoun̄t; ar véz a vézô war bép dremm, ha moal é vézô penn ann holl.
Amos 8:10Trei a rinn hô kwéliou é daérou, hag hoc’h holl ganaouennou ô keinvanou: digas a rinn ar zâc’h war bép kein, hag ar moalder war bép penn: hé lakaad a rinn ével glac’har marô eur penn-her, hag hé zivez ével eunn deiz c’houerô.