Levr Yehezkel 33:28
Ha mé a lakai ann douar-zé da véza didûd ha dihen̄t, hag hé ners rôk a vézô kaset-da-gét; ha ménésiou Israel a vézô mantret, ô véza na dréménô mui dén dré-z-hô.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 9:11Ével-henn éta é léverrot: Ann douéed péré n’hô deûz két gréat ann én̄vou hag ann douar, ra vézon̄t dispennet diwar ann douar, hag eûz a zindân ann én̄vou.
Jeremiah 25:11Hag ar véléien hag ar broféded a gomzaz oud ar brin̄sed, hag oud ann holl bobl, ô lavarout: Barn a varô a zô dléet d’ann dén-zé, ô véza ma en deûz diouganet a-éneb ar géar-man̄, é-c’hîz ma hoc’h eûz klévet gan̄d hô tiskouarn hoc’h-unan.
Jeremiah 44:6Na grédet két ann eskuita gellout tec’hi, nag ar c’hréva gellout en em zavétei; war-zû ann han̄ter-nôz out ster Eufratez in̄t bét tréc’het, in̄t bét diskaret.
Ezekiel 6:2Mab dén, trô da zaoulagad étrézé ménésiou Israel, ha diougan diwar hô fenn,
Ezekiel 7:24Digas a rinn ar ré falla eûz ar brôadou, hag hî a gémérô hô ziez; lakaad a rinn da éhana balc’hder ar ré c’halloudek hag hô san̄tuarou a vézô skrapet.