Levr Yehezkel 33:29
Hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou, p’am bézô lékéat hô douar da véza didûd ha dihen̄t, enn abek d’ann holl argarzidigézou hô deûz gréat.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 9:16Ann Aotrou a vézô anavézet diouc’h ar varn a rai; ar péc’her a zô bét paket é labouriou hé zaouarn.
Jeremiah 5:1Id dré holl ruou Jéruzalem, ha gwélit, hag arvestit, ha klaskit enn holl leuriou-kéar, ha c’houi a gavô eunn dén en em rén gan̄t reizded, hag a glask ar wirionez; ha mé a drugarézô anézhi.
Ezekiel 5:9Ha mé a rai enn-od ar pez n’em eûz gréat biskoaz, ha na rinn bikenn mui enn doaré-zé, enn abek d’as holl fallagriézou.
Ezekiel 6:11Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Skô war da zourn, ha skô gan̄d da droad, ha lavar: Gwâ ann holl fallagriézou, hag ann holl wallou eûz a dî Israel, râg hî a vézô diskaret gan̄d ar c’hlézé, gan̄d ann naounégez, ha gan̄d ar vosen.
Ezekiel 7:27Ar roué a skuḻô daérou, hag ar prin̄s a vézô glac’haret-brâz, ha daouarn pobl ann douar a grénô. Hervez hô hen̄chou é rinn d’ézhô, hag hervez hô barniou é varninn anézhô; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VIII. PENNAD Ézékiel a wél é spéred ann argarzidigézou a réeur é templ Jéruzalem.