Levr Yehezkel 35:15
Ével ma oud en em laouénéet diwar-benn digwéz tî Israel, ô véza ma eo bét disman̄tret, ével-sé é rinn d’id: disman̄tret é vézi, ménez Seir, hag ann Iduméa holl; hag hî a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— XXXVI. PENNAD Distrô bugalé Israel enn hô douar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
14Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Pa vézô ar vrô holl el lévénez, mé az lakai enn eunn distrô.
Cross References
Proverbs 17:5Néb a zispriz ar paour, a gunuc’h hé grouer; ha néb en em laouénai eûz a goll eunn all, na choumô két digastiz.
Jeremiah 50:11Hag hén̄ a dennaz hé zaoulagad da Zédésias, hag a chadennas anézhan̄: ha roué Babilon hér c’hasaz da Vabilon, hag hel lékéaz enn eur vac’h bété deiz hé varô.
Ezekiel 25:6Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: O véza ma éc’h eûz stoket da zaouarn, ha skôet da dreid diwar-benn drouk douar Israel;
Ezekiel 35:9Da lakaad a rinn enn eunn distrô peûr-baduz; ha da gériou a vézô didûd; ha c’houi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou Doué.
Ezekiel 36:5Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Ével ma em eûz komzet é fô va buanégez a-éneb ar brôadou all, hag a-éneb ann Iduméa holl, péré a zô en em rôet va douar é digwéz gan̄t lévénez, a greiz hô c’haloun hag hô éné; ha ma hô deûz hé zistolet évid hé wasta;
Obadiah 1:12Na ri mui a c’hoab eûz da vreûr é deiz hé c’hlac’har, é deiz hé zizougadur: ha n’en em laouénai két diwar-benn bugalé Juda é deiz hô reûz,; ha na zigori két da c’hédou é deiz hé an̄ken.