Levr Yehezkel 35:3
Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeû étrézég enn-od, ménez Seir, hag éc’h astenninn va dourn war-n-od, hag az likiinn da véza gwastet ha didûd.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Mab dén, trô da zaoulagad war-zu ménez Seir, ha diougan enn hé énep, ha lavar d’ézhan̄:
4Diskara a rinn da gériou, ha té a vézô didûd; hag é wézi pénaoz eo mé ann Aotrou.
Cross References
Jeremiah 6:12Hag hô ziez a dréménô da ré all, hag hô farkou hag hô gragez ivé: râk me a astennô va dourn war ar ré a choum war ann douar, émé ann Aotrou.
Jeremiah 21:13Gwâ ann hini a zâv hé dî gan̄d direizded, hag hé gamprou gan̄t gwall; hag a vâc’h hé viñoun héb abek, ha na zistol két d’ézhan̄ hé c’hôbr.
Ezekiel 5:8Râk-sé ével henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu mé a zeûi étrézeg enn-od, hag a rai va-unan va barnédigézou enn da greiz dirâg ar brôadou.
Ezekiel 6:14Ha mé a astennô va dourn war-n-ézhô; hag é likiinn ann douar da véza gwastet ha dilézet, adalek distrô Déblata, el lec’hiou holl é péré é choumen̄t; hag hi a wézô pénaoz eo mé ann Aotrou. ———— VII. PENNAD Diwar-benn disman̄tr douar Israel.
Ezekiel 25:13Rak-sé ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Astenna a rinn va dourn war ann Iduméa; dispenna a rinn enn-hi ann dûd hag al loéned, hag hé likiinn da véza eunn distrô war-zû ar c’hrésteiz; hag ar ré a zô é Dédan, a gouézo dindân ar c’hlézé.
Ezekiel 29:10Râk-se chétu mé a zeû étrézég enn-od, hag étrézek da steriou; da eunn distrô é likiinn douar ann Éjipt, goudé m’am bézô hé gwastet gan̄d ar c’hlézé, adalek tour Siénez bétég harzou ann Étiopia.