Lizher Sant Jakez 1
1Jakez, servicher Doué hag hon Aotrou Jézuz-Krist, d’ann daouzék vreûriez a zô skiñet, salud.
2Va breûdeûr, likid hoc’h holl lévénez enn holl c’hlac’hariou a c’hoarvez gan-é-hoc’h;
3O c’houzout pénaoz arnod hô feiz a zigas ann habaskded.
4Hôgen ann habaskded a dlé béza klôk enn hé ôberiou, évit ma viot hoc’h-unan klôk ha dinam, ha na ziouérot nétrâ.
5Ma éz eûz hini ac’hanoc’h hag a ziouerfé furnez, goulennet digan̄d Doué, péhini a rô d’ann holl gan̄t largen̄tez, hag hép rébech: hag é vézô rôed d’ézhan̄.
6Goulennet gant feiz, héb arvar é-béd: râk néb a zô arvaruz, a zô hén̄vel out koumm ar môr, péhini a zô kéflusket ha feltret gan̄d ann avel.
7Na vennet kéd éta en défé ann dén-zé eunn dra digan̄d ann Aotrou.
8Néb a zô daou-blég a spéred, a zô kildrô enn hé holl hen̄chou.
9Ar breûr a zô enn eur stad izel, ra en em veûlô enn hé uc’helded;
10Hôgen ann hini pinvidik enn hé izelded; râg ével bleûen ar géot é tréménô.
11Râk mar sâv ann héol gan̄t grouez, ar géot a zec’h, hé vleûen a gouéz, hag hé gaerded a zô kollet: ével-sé ann dén pinvidik a vézô gwévet enn hé hen̄chou.
12Euruz ann hini a c’houzan̄v ann heskinou; râk pa vézô bét arnodet, é vézô rôed d’ézhan̄ ar gurunen a vuez, en deûz diouganet Doué d’ar ré a gâr anézhan̄.
13Na lavaret dén, pa vézô temptet, pénaoz eo temptet gan̄d Doué: râk Doué na hell két tempti évid ann drouk, ha na dempt dén.
14Hôgen pép-hini a zô temptet gan̄d hé wall-ioul hé-unan a zeû d’hé gâs ha d’hé zidenna.
15Ha neûzé ar gwall-ioul, pa é deûz en̄géhen̄tet, a c’hân ar péc’hed: hag ar péc’hed pa eo kaset-da-benn, a c’hân ar marô.
16Na faziit kéd éta, va breûdeûr kér.
17Pép grâs c’houék, pe pép rô klôk a zeû eûz ann néac’h, hag a ziskenn eûz a Dâd ar goulaou, é péhini n’eûz kemm é-béd, na skeûd é distrô é-béd.
18Hén̄ eo en deûz hor c’hrouet hervez hé ioul dré c’hér ar wirionez, évit ma vijemp ével ar frouez-ken̄ta eûz hé grouadurien.
19Ével-sé, va breûdeûr kér, ra vézô pép-hini ac’hanoc’h téar da zélaoui, ha diek da gomza, diek da vuanékaat.
20Râk buanégez ann dén na zéven két gwirionez Doué.
21Dré-zé goudé béza pelléet péb hudurnez, hag ann holl zrougiez, digemerit gan̄t kun̄vélez ar gér a zô bét emboudet enn-hoc’h, hag a hell savétei hoc’h énéou.
22Mirid ar gér, ha n’hé zelaouit két hép-kén, oc’h en ém douella hoc’h-unan.
23Râg néb a zélaou ar gér héb hé virout, a zô hén̄vel oud eunn dén péhini a zell oud hé zremm hé-unan enn eur mellézour:
24Râg goudé béza sellet out-han̄ hé-unan, éz a-kuît, hag é an̄kounac’ha râk-tâl pétrâ é oa.
25Hôgen ann hini a zellô-pîz out lézen klôk ar fran̄kiz, hag a gen̄dalc’hô enn-hi, hen-nez péhini na zélaou két hép-kén évid an̄kounac’haat râk-tâl, hôgen a ra ar péz a glev, hen-nez a vézô euruz enn hé ôber.
26Ma vénn eur ré é vé eunn dén a zoujan̄s Doué, hép derc’hel hé déôd, hôgen ô touella he galoun hé-unan; hé gréden a zô didalvez.
27Ar gréden c’hlân ha dinam dirâk Doué hon Tâd eo hou-man̄: Emwélout ann emzivaded hag ann in̄tan̄vézed enn hô glac’har, hag en em viroud dinam eûz a ' zrougiez ar bed-man̄. ———— II. PENNAD.