Levr Yirmia 3:20
Hôgen ével ma tispriz eur c’hrég ann hini a gar anézhi, ével-sé tî Israel en deûz va disprizet, émé ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Jeremiah 3:1Peûrvuia é lévéreur: Ma en deûz eunn dén kaset-kuît hé c’hrég, ha mar teû hou-man̄, goudé béza éat-kuît diout-han̄, da gémérout eunn ozac’h all, hag hén̄ a zistrôi c’hoaz gan̄t-hi? Ha na vézô két sellet ar c’hrég-zé ével dic’hlan ha saotret? Hôgen té a zô en em zaotret gan̄t kalz eûz da orgédérien; koulskoudé distrô étrézég enn-oun, emé ann Aotrou, ha mé az tigémérô.
Jeremiah 5:11Râk tî Israel ha tî Juda a zô en em savet em énep, émé ann Aotrou.
Ezekiel 16:25É penn péb hen̄t éc’h eûz savet arouéz da c’hadélez; argarzuz eo bét lékéat gan-éz da c’héned; lédet éc’h eûz da dreid gan̄t pép tréméniad, hag éc’h eûz paottet da c’hadélézou.
Hosea 3:1Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Kéa adarré, ha kâr eur c’hrég karet gan̄d eur miñoun hag hî avoultr, ével ma kâr ann Aotrou bugalé Israel, pa zellon̄t-hî oud douéed a-ziavéaz, hag é karon̄t gwaskadur ar gwîn.
Hosea 6:7Tommet in̄t bét holl ével eur fourn, hag hô deûz devet hô barnerien: hô rouéed holl a zô kouézet: hag hini anézhô n’en deûz garmet étrézég enn-oun.