Levr Yirmia 3:21
Eur vouéz a zô bét klévet enn hen̄chou, gwélvanou hag hirvoudou bugalé Israel; ô véza ma in̄t bét fallagr enn hô hen̄t, ha ma hô deûz an̄kounac’héet ann Aotrou hô Doué.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 22:32Hag ann éal a lavaraz d’ézhan̄: Pérâg éc’h eûz-té skôet teir gwéach gan̄d da azénez? Mé a zô deûet évid énébi ouz-id, rak da hen̄t a zô fall, hag énep d’in;
Proverbs 10:9Néb a valé gan̄d éeunder, a valé gan̄t fisian̄s; hôgen néb a zireiz hé hen̄chou, a vézô dizôlôet.
Isaiah 15:2Ti ar roué ha Dibon a zô piñet d’al lec’hiou uc’hel évit gwéla diwar-benn Nabo ha Médaba; iudet é deûz Moab: en em zivlevet in̄t holl; touzet hô deûz holl hô barô.
Jeremiah 2:32Hag an̄kounac’haad a ra eur plac’h-iaouan̄k hé braven̄tésiou, pé eur c’hrég hé gouzougen? Ha koulskoudé va fobl en deûz va an̄kounac’héet pell-amzer.
Jeremiah 30:15Ével-henn é lavar ann Aotrou: Lén̄v a zô bét klévet ouch-kréac’h, klemvanou, hirvoudou ha gwélvanou. Rachel péhini a wél d’hé bugalé, ha na venn két béza dic’hlac’haret, ô véza n’émin̄t mui.
Jeremiah 31:18Té a râ trugarez é-kén̄ver meur a vîl, hag a zistol fallagriez ann tadou é askré ho bugalé hô goudé. Té a zô kré, brâz ha galloudek: Aotrou ann arméou eo da hanô.