Levr Nahoum 1
1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 268-270) ◄ Levr Michéas. Levr Nahum. Levr Habakuk. ► LEVR NAHUM. ———— I. PENNAD Disman̄tr Niniva. Dieûb Juda. l. Béac’h Niniva. Levr gwélédigez Nahum ann Elkesaiad.
2Eunn Doué oazuz, ha ven̄jer eo ann Aotrou: ven̄jer eo ann Aotrou, ha leûn a frouden: ven̄jer eo ann Aotrou é kén̄ver hé énébourien; buaneg eo é-kén̄ver hé heskinerien.
3Habask eo ann Aotrou, ha brâz é galloud; na laka két ann drouk da véza dinam. Ann Aotrou a gerz enn arméou hag er c’horven̄tennou, ha koabrou poultr a zô dindân hé dreid.
4Ar môr a c’hourdrouz, hag é tizec’h anézhan̄: ann holl steriou a drô enn eunn distrô. Basan hag ar C’harmel a goll hô c’haerded: bleûn̄ al Liban a zeû da wén̄vi.
5Heja a râ ar ménésiou dira-z-han̄, hag ar c’hrec’hiennou a zô dispennet: ann douar, ar béd, ha kémen̄t a choum enn-han̄ a grén dirâg hé zremm.
6Dirâg hé frouden piou a hello harpa? ha piou a énébô oud hé vuanégez vrâz? Hé frouden a skiñ ével ann tân, lakaad a râ ar vein da deûzi.
7Ann Aotrou a zô mâd, hag a gen-nerz é deiz ann en̄krez: anaout a râ ar ré a laka hô géd enn-han̄.
8Gan̄d eunn dic’hlann a dréménô é tisman̄trô al léac’h-man̄: hag ann dévalien a iélô war-lerc’h hé énébourien.
9Pérâg é tispac’hit-hu a-éneb ann Aotrou? hén̄ hé-unan eo hô tispennô: na zavô két diou wéach ann en̄krez.
10Râg ével ma en em gemmesk kévret ann drein, ével-sé en em strollon̄t kévret évid en em vézvi: hôgen hî a vézô bévézet ével kôlô krâz.
11Ac’hanod é teûi unan hag a vennô droug a-éneb ann Aotrou, ha na rai némét fallagriez.
12Ével-henn é lavar ann Aotrou: Ha pa ven̄t kré, ha pa ven̄t paot, koulskoudé é vézin̄t toazet, p’az ai hén̄ ébiou: da c’hlac’haret em eûz, ha n’az glac’harinn mui.
13Bréma é tôrrinn ar walen gan̄t péhini é skôé war da gein, hag é vrévinn da chadennou.
14Ann Aotrou a c’hourc’hémennô kémen̄t-man̄ diwar da benn: na vézô mui skiñet ével hâd da hanô: dispenna a rinn ar skeûdennou kizellet, hag ar ré deûzet eûz a dî da Zoué: hé lakaad a rinn da véz d’id, ô véza ma oud mézékéet.
15Chétu war ar ménésiou treid ann aviéler, ann hini a embann ar péoc’h: Lîd, ô Juda, da c’houéliou, ha kennig da wéstlou: râk na dréménô mui Bélial dré-z-od: kollet eo a-grenn. ———— II. PENNAD Ners ann armé a gerz a-énep Niniva.