Lizher d'ar Romaned 1:3
Diwar-benn hé Vâb, a zô bét ganet d’ézhan̄ eûz a wenn David hervez ar c’hîk;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2En doa diouganet araok gan̄d hé Broféded er Skrituriou sakr,
Read all of Lizher d'ar Romaned 1
Cross References
Psalms 2:7Ann Aotrou en deûz lavaret d'in; Va màb oud, té, hiriô em eûz da en̄géhen̄tet.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Jeremiah 33:15Kaset em eûz d’é-hoc’h va holl zervichérien ar broféded; ô sével diouc’h ar min̄tin, em eûz hô c’haset, hag em eûz lavaret: Distrôit pép-hini eûz hô kwall hen̄chou, ha gwellait hoc’h ôbériou; na heûḻit két ann douéed a-ziavéaz ha na azeûlit két anézhô; ha c’houi a choumô enn douar em eûz rôet d’é-hoc’h ha d’hô tadou; hôgen n’hoc’h eûz két dinaouet hô skouarn, ha n’hoc’h eûz két va zélaouet.
Amos 9:11Enn deiz-zé é assavinn tî David, a zô kouézet: hag é serrinn tarzou hé vuriou, hag ar péz a oa kouézet a zavinn adarré: hé aoza a rinn ével enn deisiou ken̄t.