Levr Yehezkel 27:30
Keina a rain̄t kré diwar da benn, hag é c’harmin̄t gan̄t c’houervder; teûrel a rain̄t poultr war hô fennou, en em sparfa a rain̄t gan̄t ludu.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
2 Samuel 1:2Hôgen ann trédé deiz é oé gwélet eunn dén péhini a zeûé eûz a gamp Saül; roget é oa hé ziḻad, hag hé benn a oa gôlôet a boultr: ha pa dôstaaz oud David, en em daolaz war hé c’hénou, hag éc’h azeûlaz.
Esther 4:3Er provin̄sou, er c’heriou, hag enn holl lec’hiou, é péré é oé kaset ar gourc’hémenn krîz-zé eûz ar roué, é oé brâz ar c’hlac’har é-touez ar Iuzevien, hag ivé ar iûn, hag ar garm, hag ar gwélvan; ha kalz anézhô n’hô dôa néméd ar zac’h hag al ludu évit gwélé.
Job 2:12Ha pa zafchon̄t a bell hô daoulagad, na anavézchon̄t két anézhan̄, hag enn eur c’harmi en em lékéjon̄t da wéla; hag ô véza roget hô diḻad, é taolchon̄t poultr enn éar évit kouéza war hô fenn.
Isaiah 23:1Chétu ann Aotrou a lakai ann douar didûd, hé lakai enn noaz, a drôi hé zoaré, hag a skiñô ar ré a choum enn-han̄.
Ezekiel 26:17Hag hî oc’h ôber war-n-od keinvanou, a lavarô d’id: Pénaoz oud-dé bét dispennet, té péhini a choumé é-kreiz ar môr, kéar gaer, péhini a oa kré war ar môr, gan̄d da holl dûd, péré a oa deûet da spoun̄t d’ar béd holl?