Aviel Lukaz 1:32
Hé-man̄ a vézô brâz, hag a vézô galvet Mâb ann Uc’héla; hag ann Aotrou Doué a rôi dézhan̄ trôn hé dâd David: hag é rénô war dî Jakob da-vikenn.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
31Té a en̄géhen̄tô enn da gôf, hag é c’hani eur mab, hag é rôi dézhan̄ ann hanô a JÉZUZ.
33Hag hé rén n’en dévézô k éd a zivez.
Cross References
2 Samuel 7:16Da dî a vézô féal, ha da rouan̄télez ivé da vikenn dira-z-oud, ha da drôn a vézô stard évit biskoaz.
Isaiah 9:6Râg eur Bugélik a zô Ganet d’é-omp, hag eur Mab a zô bét rôet d’é-omp, hag hé brin̄sélez a zô bét arouézet war hé skoaz: hag hén̄ a vézô hanvet Estlammuz, Kuzulier, Doué, Kré, Tâd ann amzer da zon̄t, Prin̄s ar péoc’h.
Jeremiah 23:5Ével-henn é lavar ann Aotrou, Doué Israel: Ével ma eo mâd ar fiez-zé, ével-sé éc’h anavézinn da vâd dizougadur Juda, ar ré em eûz kaset eûz al léac’h-zé da vrô ar C’haldéed.
Ezekiel 17:22Ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Mé a gémérô boéden eûz a eur wézen-sedr uc’hel, hag hé likiinn; terri a rinn eûz a vék hé skourrou eunn embouden, hag é plan̄tinn anézhi war eur ménez uc’hel ha dreist ar ré all.
Ezekiel 37:24Va zervicher David a vézô da roué war-n-ézhô, ha na vézô néméd eur méser évit-hô holl; em barnédigézou é valéin̄t, ha va gourc’hémennou a virin̄t hag a heûḻin̄t.