The Bible Software
Levr Mic'ha · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Mic'ha 3

1Chétu pétrâ a c’hoarvézo. É divez ann deisiou é vézô savet tî ann Aotrou war lein ar ménésiou: uc’hel é savô war ar c’hrec’hiennou: hag ar boblou a zeûi founn étrézeg enn-han̄.

2Ha kalz brôadou a zeûi, hag a lavarô: Deûit piñomp da vénez ann Aotrou, ha da dî Doué Jakob: hag hén̄ a zeskô d’é-omp hé hen̄chou, ha nî a iélô enn hé ravenchou: râg al lézen a zeûi er-méaz eûz a Zion, ha gér ann Aotrou eûz a Jéruralem.

3Hag hén̄ a varnô étré kalz a boblou, hag a gastizô brôadou kré bété brôiou pell: hag hi a drôi hô c’hlézeier é souc’hou, hag hô gwafiou é pigellou: ha na zavô két eûr vrôad ar c’hlézé war eur vrôad all: ha na zeskin̄t mui da vrézélékaat.

4Ha pép-hini a azézô dindân bér winien, ha dindân hé wézen-fiez, ha na vézô spoun̄tet gan̄t dén: râg génou ann Aotrou en deûz hé lavaret.

5Râg ann holl boblou a valéô pép-hini é hanô hé Zoué: hôgen nî a valéô é hanô ann Aotrou hon Doué da-vikenn hag enn-tu-all.

6Enn deiz-zé, émé ann Aotrou, é strollinn ann hini gamm, hag é c’hrounninn ann hini em boa distolet ha glac’haret:

7Ha mé a lakai ann hini gamm enn dilerc’hiou, hag ann hini a oa bét glac’haret, enn eur vroâd gré: hag ann Aotrou a rénô war-n-ézhô war vénez Sion, a neûzé da-vikenn.

8Ha té, tour koabrek ann tropel, merc’h Sion, bétég enn-od é teûi: ar penn-c’halloud a zeûi d’id, rouan̄télez merc’h Jéruzalem.

9Pérâg oud-dé bréma glac’haret? Ha n’éc’h eûz két a roué, ha marô eo da guzulier, ma oud é poan ével eur c’hrég é gwilioud?

10En em c’hlac’har, hag en em rec’h, merc’h Sion, ével eur c’hrég é gwilioud: râk bréma éz i er-méaz eûz a géar, hag é choumi er mésiou, hag é teûi bété Babilon: énô é vézi dieûbet, énô ann Aotrou az tennô eûz a zourn da énébourien.

11Bréma ivé eo en em strollet kalz brôadou enn da énep, ô lavarout: Ra vézô labézet: ha ra zellô hol lagad out Sion.

12Hôgen hî n’hô deûz két anavézet ménosiou ann Aotrou, ha n’hô deûz két poellet hé ratoz; râg hén̄ en deûz hô strollet ével ar c’hôlô war al leur.

13Saô, merc’h Sion, ha dourn- hi: râk mé a rôi d’id eur c’horn houarn, hag ivinou arem: kalz poblou a vac’hi hag é wéstli d’ann Aotrou hô freizou, hag hô madou da Aotrou ann douar holl. ———— V. PENNAD Ganédigez ar C’hrist. Ar brôadou ar ré bella a drô ouc’h Doué.

← Levr Mic'ha 2Read In The App, Free →Levr Mic'ha 4 →

Study Levr Mic'ha 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567