Levr Mic'ha 5
1Sélaouit ar péz a lavar ann Aotrou: Sâv, breûta oud ar ménésiou, ha ra glevô ar c’hrec’hiennou da vouéz.
2Ra glevô ar ménésiou barn ann Aotrou, hag ivé diazézou kré ann douar: râg ann Aotrou a iélô é barn gan̄d hé bobl, hag a vreûtai gan̄d Israel.
3Va fobl, pétrâ em eûz-mé gréat d’id, pé é pétrâ ounn-mé bét divad enn da géver? Respon̄d d’in.
4Hag enn abeg eo ma em eûz da dennet eûz a vrô ann Éjipt, ma em eûz da zieûbet eûz a dî ar sklavérez, ha ma em eûz kaset enn da raok Moizes, hag Aaron, ha Maria?
5Va fobl, ar péz koun, mé az péd; eûz ar péz a vennaz Balac’h roué Moab, hag eûz ar péz a lavaraz d’ézhan̄ Balaam mâb Béor, eûz a Zetein bété Galgala, évit ma anavézi péger reiz eo ann Aotrou.
6Pétrâ a genniginn-mé a hétuz d’ann Aotrou? ha pléga a rinn-mé va glîn dirâg ann Doué uc’hel-brâz? ha kenniga a rinn-mé d’ézhan̄ sakrifisou-losk, ha leûéou bloasiek?
7Hag ann Aotrou a hell béza habaskéet gan̄t mil tourz, pé gan̄t mil ha mil bouc’h lard? ha rei a rinn va c’hen̄ta-ganet évit va gwall, frouez va c’hôv évit péc’hed va éné?
8Diskouéza a rinn d’id, ô dén, pétrâ a zô mâd, ha pétrâ a c’houlenn ann Aotrou digan-éz: Béza reiz er varn, karout ann drugarez, ha baléa gan̄t préder gan̄d da Zoué.
9Mouéz ann Aotrou a c’harm étrézég ar géar, hag ar ré a zouj da hanô a vézô salvet: Sélaouit, breûriézou: hôgen piou hé arnodô?
10Tenzoriou ar fallagriez a zô c’hoaz ével eunn tan é tî ann dén-fallagr, hag ar ven̄t gaou leûn a frouden.
11Ha mé a hellô rei da vâd ar valan̄s gaou, hag ar poéz touelluz?
12Enn doazé-zé eo eo leûn hé zud-pinvidik a fallagriez: hag ar ré a choum enn-hi a lavar gevier, hag hô zéôd n’eo némét touellérez enn hô génou.
13Râk-sé éta, hag enn abek d’as péc’héjou, em eûz déraouet skei kré war-n-od.
14Dibri a rî, ha n’az pézô két da walc’h: da vézégez a vézô enn da greiz: mar kémérez eur ré, n’hô dieûbi két: hag ar ré az pézô dieûbet, a rôinn d’ar c’hlézé.
15Hada a rî, ha na védi két: gwaska a rî ann olived, ha n’en em lardi két gan̄d éôl: gwaska a ri ar rézin, ha na évi két a wîn.
16Miret hoc’h eûz kélennou Amri, hag holl ôberiou tî Ac’hab, hag hoc’h eûz baléet enn hô ioulou; râk-sé é rôinn ac’hanod d’as koll, hag ar ré a choum enn-han̄ d’ar goapérez: hag é tougot mézégez va fobl. ———— VII. PENNAD Disman̄tr Babilon. Assav tî Jakob.