The Bible Software
Levr Amos · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Amos 7

1Chétu pétrâ a ziskouézaz d’in ann Aotrou Doué: Chétu é savaz eul lôd brâz a giḻein-raden pa zéraouaz ar glaô divezad da rei géot, hag ar glaô divézad hé lékéaz da zével goudé ma oa bét trouc’het gan̄d ar roué.

2Ha chétu pétrâ a c’hoarvézaz: Pa oé peûr-zebret géot ann douar, é liviriz: Aotrou Doué, grâ truparez, mé az péd: piou a assavô Jakop, râk bihan eo?

3Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gémen̄t-sé: Na vézô két kémen̄t-sé, émé ann Aotrou.

4Chétu pétrâ a zistouézaz d’in ann Aotrou Doué: Chétu ann Aotrou Doué a c’halvé ar varn dré ann tân; hag hén̄ a loun̄kaz eul loun̄k brâz, hag a zebraz lôd kévret.

5Hag é liviriz: Aotrou Doué, éhan, mé az péd: piou a assavô Jakob, râk bihan eo?

6Hag ann Aotrou a réaz trugarez war gément-sé: Na vézo két kémen̄t-sé kenn-nébeut, émé ann Aotrou Doué.

7Chétu pétrâ a ziskouezaz d’in ann Aotrou. Chétu ann Aotrou a oa enn hé zâ war eur vôger fuḻet, hag eul loa-vasoun enn hé zourn.

8Hag ann Aotrou a lararaz d’in: Pétrâ a wélez-té, Amos? Ha mé a lavaraz: Eul loa-vasoun. Hag ann Aotrou a lavaraz: Chétu mé a lakai al loa-vasoun é-kreiz va fobl a Israel: na fuḻinn mui anézhan̄.

9Lec’hiou uc’hel ann idolou a vézo dispennet, ha lec’hiou san̄tel Israel a vézô diskaret: ha mé a zavo gan̄d eur c’hlézé war dî Jéroboam.

10Neûze Amasias bélek Bétél a gasaz étrézé Jéroboam roué Israel, ô lavarout: Dispac’het eo Amos enn da énep é-kreiz tî Israel: ar vrô na hell mui gouzan̄vi hé holl lavariou.

11Rag ével-henn é lavar Amos: Gan̄d ar c’hlézé é varvô Jéroboam, hag Israel a vézô dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô.

12Hag Amasias a lavaraz da Amos: Kéa, gwélér, ha tec’h da vrô Juda, ha debr bara éno, ha diougan énô.

13Hôgen na ziougan mui é Bétel râg énô éma templ ar roué, ha penn-kéar ar rouan̄télez,

14Hag Amos a respoun̄taz hag a lavaraz da Amasias: N’ounn két eur profed, na mâb eur profed: eur meser ounn hag a vév gan̄t fiez gouéz.

15Hag ann Aotrou en deûz va c’héméret p’az éann war-lerc’h va zropel: hag ann Aotrou en deûz lavaeet d’in: Kéa, ha diougan d’am pobl a Israel.

16Sélaou éta bréma gér ann Aotrou: Té a lavar: Na ziougan két war Israel, ha na zrouk-komz két diwar-benn tî ann idol.

17Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Da c’hrég en em rôi d’ar c’hadélez é kéar: da vipien ha da verc’hed a gouézô dindân ar c’hlézé, ha da zouarou a vézô men̄tet gan̄d ar gorden: ha té a varvô enn eunn douar saotret; hag Israel a vézo dizouget é sklavérez er-méaz eûz hé vrô. ———— VIII. PENNAD Naounégez gér Doué.

← Levr Amos 6Read In The App, Free →Levr Amos 8 →

Study Levr Amos 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789