The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 10

1Ar c’helien a varv enn tréat, a wall ar vlâz anézhan̄. Eunn diboell skan̄v ha berr-baduz, a zô tréac’h d’ar furnez ha d’ar c’hloar.

2Kaloun ann dén fûr a zô enn hé zourn déou, ha kaloun ann dén foll enn hé zourn kleiz.

3Ann dén foll pa valé enn hé hen̄t, ô véza ma eo foll hé-unan, a gréd pénaoz eo foll ar ré all holl.

4Mar sâv dreist-od ann hini en deûz ar galloud, na fin̄v két eûz da léac’h: râg ar wellaen a lakai da éhana péc’héjou brâz.

5Eunn droug a zô em eûz gwélet dindân ann héol, hag en deûz ann doaré da zon̄t eûz a fazi ar prin̄s:

6Ann dén foll lékéat enn eur garg uc’hel, hag ar ré binvidik azézet izel:

7Gwélet em eûz ar sklaved war varc’h, hag ar brin̄sed ô kerzout war droad ével sklaved.

8Néb a doull ar poull, a gouézô enn-han̄: ha néb a freûz ar c’haé, a vézô flemmet enn-han̄ gan̄d ann aer.

9Néb a zoug ar vein, ar vézô blon̄set gan̄t-hô; ha néb a faout ar c’heûneûd, a vézô glazet gan̄t-han̄.

10Mar d-eo touñet ann houarn, hag é léac’h hé lakaad enn hé stad gen̄ta, ma hé douñeur adarré, é vézô diez hé lemma; ével-sé ar furnez na zeû némét goudé eul labour brâz.

11Néb a zrouk-prézeg é-kûz, a zô hén̄vel oud eunn aer a flemm didrouz.

12Geriou génou ann dén fûr a zô leûn a c’hrâs: ha muzellou ann dén foll hel lakai da gouéza.

13Hé c’heriou gen̄ta eo follen̄tez, hag hé c’hériou divéza ar gwasa fazi.

14Ann dén foll a baott ar geriou. Ann dén na oar két pétrâ a zô bét enn hé raok, ha piou a hellô diskleria d’ézhan̄ ar péz a vézô enn hé-c’houdé?

15Labour ar ré foll a c’hlac’harô anézhô, ô véza na ouzon̄t két pénaoz mon̄d da géar.

16Gwâ té, ô douar, ma éc’h eûz eur bugel da roué, ha prin̄sed hag a zebr diouc’h ar min̄tin.

17Euruz eo ann douar, ma en deûz eur roué a wenn vrâz, ha prin̄sed hag a zebr enn amzer réd évid en em vaga, ha nann évid en em likaoui.

18Framm ann tî a vézô gwallet gan̄d ann diégi, hag enn abek d’ann daouarn laosk é kouézô glaô dré ann ti holl.

19Ober a réon̄t ar bara hag ar gwin, évit béva er c’hoarz hag er banvésiou; ha pép-trâ a zen̄t oud ann arc’han̄t.

20Na wall-gomz két diwar-benn ar roué enn da vénoz, ha na villig két ar ré binvidik el léac’h kuzéta eûz da gampr; râg evned ann én̄v hô-unan a gasô da vouéz, hag ar ré hô deûz diou askel a embannô da lavar. ———— XI. PENNAD. Réd eo kaout koun eûz ar marô hag eûz ar varn.

← Eklesiastes 9Read In The App, Free →Eklesiastes 11 →

Study Eklesiastes 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112