The Bible Software
Eklesiastes · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eklesiastes 12

1Az péz koun eûz da grouer é deisiou da iaouan̄ktiz, abarz ma teûiô amzer ar c’hlac’har, ha ma nésai ar bloavésiou, diwar-benn péré é liviri: Na blijon̄t két d’in:

2Abarz ma tévalai ann héol, hag ar goulou, hag al loar, hag ar stéred, ha ma tistrôi ar c’hoabr goudé ar glaô:

3Pa grénô ar ré a vir ann tî, ha pa horellô ann dûd ar ré gréva, ha pa vézô deûet da éhana ha da véza dibaot ar ré a valé; ha pa vézô gôlôet a dévalien ar ré a zellé dré ann toullou;

4Pa vézô serret dôriou ar rû; pa vézô izel mouéz ann hini a valé; pa zavor diouc’h kân ann evned; ha pa zeû merc’hed ar soun da véza bouzar;

5Eûz al lec’hiou uc’hel hô dévézô aoun, hag é spoun̄tin̄t enn hen̄t; ar wézen-alaman̄dez a vleûn̄vô, ar c’hiḻek-raden a lardô, ar c’haprou a iélô-da gét; ô véza m’az ai ann dén da dî hé beûr-badélez, ha ma vézô baléet enn eur lén̄va dré ar ruou.

6Abarz ma vézô torret ar gordennig arc’han̄t, ha ma vézô en em dennet ann taled aour, ha ma vézô brévet ar brôk war ar feun̄teun, ha ma vézô torret ar rôd war ar pun̄s,

7Ha ma tistrôi ar poultr d’ann douar a béhini é oa bét tennet, ha m’az ai adarré ar spéred étrézé Doué, péhini en dôa hé rôet.

8Avel ann avélou, émé ar prézéger, hag avel pép-trâ.

9Hag ô véza ma oa fûr-brâz ar prézéger, é teskaz ar bobl, hag éc’h embannaz ar péz en dôa gréat; ha gan̄d hé en̄klaskou é réaz kalz a barabolennou.

10Geriou gouniduz é klaskaz, hag é skrivaz lavariou éeun, ha leûn a wirionez.

11Geriou ar ré fûr a zô ével broudou, hag ével tachou san̄ket doun, a zô bét rôet d’é-omp gan̄d ar mesaer dré guzul ar mistri.

12Na en̄klask nétrâ kén, va mâb. N’eûz divez é-béd oc’h ôber kalz levriou: hag ar poellad hir-baduz a c’hlac’har ar c’hîk.

13Sélaouomp holl kévret ann divez eûz al lavar-man̄. Douj Doué, ha mir hé c’hourc’hémennou; hen-nez eo holl zléad ann dén.

14Ha Doué a zigasô d’ar varn ann holl faziou, ar mâd hag ann droug a vézô bét gréat.

← Eklesiastes 11Read In The App, Free →Song of Solomon 1 →

Study Eklesiastes 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112