Lizher d'ar Romaned 10
1Mé a lavar éta: Ha Doué en deûz hén̄ distaolet hé bobl? N’en deûz két. Râk mé a zô va-unan Israélit, eûz a wenn Abrabam, hag eûz a vreûriez Ben̄jamin.
2Doué n’en deûz két distaolet hé bobl, péhini en deûz anavézet dré hé râg-wiziégez. Ha na ouzoc’h-hu két pétrâ a lavar ar Skritur diwar-benn Éliaz? É pé zoaré é komz oud Doué a-énep Israel:
3Aotrou, lazed hô deûz da Broféded, diskared hô deûz da aoteriou; choumed ounn va-unan, hag é klaskon̄t va buez.
4Hôgen pétrâ a respoun̄t Doué d’ézhan̄? Mired em eûz évid-oun seiz mil dén, péré n’hô deûz két pléget hô glin dirâk Baal. 5 Ével-sé éta eunn niver bihan a zô bét salvet enn amzer-zé hervez dilenn ar c’hrâs.
6Hôgen mar d-eo dré ar c’hrâs, né kéd éta dré ann ôberiou: anéz ar c’hrâs na vijé mui ar c’hrâs.
7Pétrâ éta a livirimp? Pénaoz Israel n’en deûz két kavet ar péz a glaské: hôgen ar ré zilennet hô deûz kavet; hag ar ré all a zô dallet,
8Ével ma eo skrivet: Doué en deûz rôed d’ézhô eur spéred a vorgousk: ha, bété vréma hô deûz daou-lagad ha na wélon̄t két, hô deûz diskouarn ha na glevon̄t két.
9Ha David a lavar: Ra zeûi hô zaol ével eur roued, ével eul lindag, ével eul lamm, évit béza da c’hôbr d’ézhô.
10Ra dévalai hô daou-lagad évit na wélin̄t két: ha laka hô c’hein da véza kroumm bépréd.
11Mé a lavar éta: Ha kouézet in̄t hép gellout sével adarré? Doué ra virô. Hôgen hô lamm a zô bét eunn abeg a zilvidigez évid ar Jen̄tiled, hag évit-hô eunn abeg a gen̄damouez.
12Mar d-eo bét hô lamm da binvidigez d’ar béd, hag hô digresk da binvidigez d’ar Jen̄tiled; pégémen̄t na zigasô-hén̄ kéd hô leûnder?
13Râg hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, c’houi péré a zô Jen̄tiled: Keit ha ma vézinn Abostol ar Jen̄tiled éc’h énorinn va c’harg,
14Évit kentraoui ken̄damouez ar ré eûz a eur c’hîg gan-én̄, hag é savétéinn, mar gellann, lôd anézhô.
15Râk mar d-eo bét hô c’holl da unvaniez d’ar béd, pétrâ é vézô hô adsaô, néméd ann distrô eûz ar marô d’ar vuez?
16Mard-eo san̄tel ar boulc’h, ann dors a zô san̄tel ivé: ha mar d-eo san̄tel ar c’hrisien, ar skourrou a zô san̄tel ivé.
17Mar d-eo bét torret unan-bennâg eûz ar skourrou, ha mar d-oud deûet, té péhini a zô eur wézen olivez c’houéz, da véza emboudet war-n-ézhô, ha da gaoud da lôd eûz a c’hrisiou hag euz a lard ar wézen-olivez,
18Na vugad két a-éneb ar skourrou. Mar teûez da vugadi, gwéz pénaoz né két té a zoug ar c’hrisien, hôgen ar c’hrisien eo a zoug ac’hanod.
19Hôgen té a lavarô: Ar skourrou-zé a zô bét torret évit ma vijenn emboudet.
20Mâd: torret in̄t bét enn abek d’hô digrédoni; ha té a choum stard dré da feiz: hôgen n’en em uc’héla két, hag az péz aoun.
21Râk ma n’en deûz két Doué espernet ar skourrou natural, martézé na espernô két ac’hanod ken-nébeût.
22Gwél éta madélez ha garven̄tez Doué: hé c’harven̄tez é-kénver ar ré a zô kouézet, hag hé vadélez enn da gén̄ver-té, mar choumez stard enn hé vadélez; anéz é vézi ivé skejet.
23Hôgen hî, ma na choumon̄t két enn hô digrédoni, a vézô emboudet a-nevez; râk Doué a hell hô embouda adarré.
24Râk mar d-oud bét trouc’het eûz a eur wézen-olivez c’houéz, péhini a oa da géf natural, évit béza emboudet a-énep da natur war eur gwir wézen-olivez, ken̄t-sé ar skourrou natural eûz ar wézen-olivez ha na vézin̄t-hi két emboudet war hô c’héf hô-unan?
25Mé a fell d’in, va breûdeûr, é oufac’h ar mister-man̄ (évit na viot két fûr enn hô taou-lagad hoc’h-unan) pénaoz lôd eûz a Israel a zô kouézet enn dallen̄tez, bété ma vézô deûed ébarz ann iliz al leûnder euz ar boblou;
26Hag ével-sé Israel holl a vézo salvet, ével ma eo skrivet: Don̄d a rai eûz a Zion eunn daspréner, péhini a ziframmô hag a bellai ar fallagriez eûz a Jakob.
27Hag houn-nez eo ar gévrédigez a rinn gan̄t-hô, pa’m bézô lamet hô fec’héjou.
28Ével-sé hervez ann Aviel in̄t énébourien enn abek d’é-hoc’h: hôgen hervez ann dilenn in̄t karet stard enn abek d’hô zadou.
29Râk rôou ha galvédigez Doué a zô hép keûz.
30Râg ével gwéchall na grédac’h kéd é Doué, hag eo rôed d’é-hoc’h bréma ann trugarez, enn abek da zigrédoni ar Iuzevien;
31Ével-sé ar Iuzevien na grédon̄t két bréma é rajé Doué trugarez enn hô kén̄ver-hu, évit ma kavin̄t trugarez dré hô trugarez-hu.
32Râk Doué en deûz strobet ann holl enn digrédoni, évid ôber trugarez é-kén̄ver pép-hini.
33O dounder madou furnez ha gwiziégez Doué! Pégen diboelluz eo hé varnou, ha pégen didreûzuz eo hé hen̄chou!
34Râk piou en deûz anavézet ménoz ann Aotrou? Pé piou a zô bét hé alier?
35Pé piou en deûz rôed eunn dra d’ézhan̄ da gen̄ta, évit ma vé dléet gôbr d’ézhan̄?
36Rak pép-trâ a zô anézhan̄, dré-z-han̄ hag enn-han̄: Ra vézô d’ézhan̄ ar c’hloar enn holl amzeriou. Amen. ———— XII. PENNAD.