Lizher d'ar Romaned 4
1Pétra a livirimp-nî éta en défé kavet Abrabam hon tâd hervez ar c’hîk?
2Râk mar d-eo didamallet Abraham diouc’h hé ôberiou, é hell en em veûli, hôgen na hell kéd dirâk Doué.
3Koulskoudé pétrâ a lavar ar Skritur? Abrabam a grédaz é Doué; hag hé feiz a oé nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez;
4Hôgen d’ann hini en deûz gréad eunn dra, na véz két nivéret ar gôbr ével eur c’hras, hôgen ével eunn dlé.
5Hôgen d’ann hini n’en deûz gréat trâ é-béd, hag en deûz krédet enn hini a zidamall ar péc’her, é véz nivéret hé feiz ével gwirionez, hervez ménoz gras Doué.
6Ével-sé eo é lavar David pénaoz eo euruz eunn dén da biou Doué a niver ar wirionez héb ann ôbériou.
7Euruz ar ré da béré eo distaolet ar wallou, hag eûz a béré eo gôlôet ar péc’héjou.
8Euruz ann dén da béhini n’en deûz kéd Doué nivéret a béc’hed.
9Ann eurusted-zé hag hén̄ n’ef-hén̄ rôet néméd d’ar ré enwadet, ha n’ef-hén̄ két rôed ivé d’ar ré zienwadet? Râk lavaroud a réomp pénaoz feiz Abrabam a zô bét nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez.
10Peûr éta eo bét nivéret d’ézhan̄? Pa eo bét enwadet, pé Reizh|ha|pa}} oa c’hoaz dienwadet? Né két goudé ma eo bét enwadet, hôgen pa oa c’hoaz dienwadet.
11Hag hén̄ a zigéméraz arouéz ann enwad, ével siel ar wirionez en doa bét dré ar feiz, pa édo c’hoaz dienwadet; évit béza ann tâd eûz ar ré holl a gréd, hag hî n’in̄t kéd enwadet, évit ma vézô nivéret hô feiz ével gwirionez:
12Évit béza ivé ann tad eûz ar ré enwadet, péré hô deûz, nann hép-kén digéméret ann enwad, hôgen ivé a heûḻ roudou feiz Abraham hon tâd, pa édo c’hoaz dienwadet.
13Ével-sé né két dré al lézen eo bét rôed ar gér da Abraham ha d’hé wenn en divijé da zigwéz ar béd holl, hôgen dré wirionez ar feiz.
14Râk mar d-eo ar ré hô deûz bét al lézen a zo ann héred, ar feiz a zô didalvez, ha gér Doué a zô torret.
15Râg al lézen a zigas ar vuanégez. Hag el léac’h n’eûz kéd a lézen, n’eûz kéd a derridigez al lézen.
16Dré-ze eo dré ar feiz omp héréd, évit ma vézô stard dré ar c’hrâs ar gér a zô bét rôet da Abrabam ha d’hé holl wenn nann hép-kén évid ar ré hô deûz digéméret al lézen, hôgen ivé ar ré a heûḻ feiz Abraham, péhini eo tâd d’é-omb holl,
17(Hervez ma eo skrivet: Da lékéad em eûz da dâd da galz a vrôadou) dirâk Doué, é péhini en deûz krédet ével ann hini a énaou a nevez ar ré varô, hag a c’halv ar péz n’eo két, ével ar pêz a zô.
18Hé-man̄, a-énep péb espéran̄s, en deûz krédet enn espéran̄s; krédet en deûz é teûjé da dâd da galz a vrôadou, hervez ma oa bet lavared d’ézhan̄: Ével-sé é vézô da wenn.
19Hé feiz na gollaz kéd eûz hé ners, ha na vennaz két penaoz hé gorf a oa peûz-varô, ô véza ma en doa war-drô kan̄t vloaz, ha ma oa peûz-varô ivé kôv Sara.
20Fisiout a réaz héb-arvar é béd é gér Doué, hag en em nerza a réaz er feiz, enn eur rei gloar da Zoué,
21O kridi stard pénaoz é hell ôber eunn dra, pa en deûz rôed hé c’hér d’hé ôber.
22Dré-zé eo eo bét nivéret d’ézhan̄ hé feiz ével gwirionez.
23Hôgen né kéd évit-han̄ hép-kén eo skrivet, pénaoz eo bét nivéret d’ézhan̄ ével gwirionez:
24Hôgen évid-omp-ni ivé da béré é vézô nivéret, mar krédomp enn hini en deûz savet Jézuz-Krist hon Aotrou eûz a douez ar ré varô;
25Péhini a zô bét lékéat d’ar marô évid hor péc’héjou, hag a zô bét dazorc’het évid hon didamallout- ni. ———— V. PENNAD. l. O véza ével-sé didamallet dré ar feiz, hor bézet ar péoc’h, gan̄d Doué dré Jézuz-Krist hon Aotrou, 2 Dré béhini hon eûz ivé digémer dré ar feiz er c’hrâz-zé é péhini é choumomp stard, ha dré béhini en em veûlomp enn espéran̄s eûz a c’hloar bugalé Doué. 3 Ha nann hép-kén enn esperanz-zé, hôgen ivé en em veûlomp enn an̄keniou: ô c’houzout pénaoz ann an̄ken a ra ar sioulded. 4 Ar sioulded a ra ann arnod, hag ann arnod ann espéran̄s. 5 Hôgen ann espéran̄s-zé né két touelluz: dré ma eo skuḻet karan̄tez Doué enn hor c’halounou gan̄d ar Spéred-San̄tel a zô bét rôed d’é-omp. 6 Râk pérâk, pa édomp c’hoaz gwân, eo marô ar C’hrist évid ar béc’herien hervez ann amzer? 7 Hag évit-gwîr a véac’h unan-bennâg a felfé d’ézhan̄ mervel évid eunn dén gwirion: martézé koulskoudé unan-bennâg a grétfé mervel évid eunn dén éeun. 8 Hôgen ar péz a ziskouéz ar muia karan̄tez Doué enn hor c’hénver, eo penaoz, enn amzer ma édomp c’hoaz péc’herien, 9 Ar C’hrist a zo marô évid-omp; ével-sé pa’z omp bréma didamallet dré hé c’hoad, ken̄t-sé é vézimp dieûbet dré-z-han̄ eûz a vuanégez Doué. 10 Râk mar d-omp en em unanet gan̄d Doué dré varô hé vâb, ha nî c’hoaz hé énébourien, ken̄t-sé é vézimp salvet dré hé vuez-hén̄, bréma pa’z omp didamallet. 11 Ha nann hép- k én omp en em unanet, hôgen ivé en em veûlomp é Doué dré hon Aotrou Jézuz-Krist, digan̄t péhini eo deûed d’é-omp ann unvaniez-zé. 12 Dré-zé ével mar d-eo deûed ar péc’hed er béd dré eunn dén hép-kén, hag ar marô dré ar péc’hed, ével-sé ar marô a zô tréménet enn holl dûd dré ann hini é pehini hô deûz péc’het holl. 13 Râk bétég al lézen eo bét ar péc’hed er béd: hôgen pa né oa két c’hoaz al lézen, né oa két nivéret ar péc’hed. 14 Koulskoudé ar marô en deûz rénet adaleg Adam bété Moizez, é-kén̄ver zô-kén ar ré ha n’hô doa két péc’het dré derri lézen Doué, ével ma réaz Adam, péhini eo ar skeûden eûz ann hini da zon̄t. 15 Hôgen né d-eo két ar c’hrâs ével ar péc’hed; râk évit péc’hed unan hép-kén mar d-eo marô kalz a dûd, ken̄t-sé trugarez ha grâs Doué a zô en em skiñet gan̄t founder war veûr a hini dré c’hrâs eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 16 Ha né d-eo két ar c’hrâz-zé ével ar péc’hed; râk tamallet omb bét dré ar varn évid eur péc’hed hép-kén; ha didamallet omp dré ar c’hrâs goudé meûr a béc’hed. 17 Râk ma en deûz rénet ar marô dré eunn dén hép-kén, enn abek da béc’hed eunn den hép-kén, kén̄t-sé ar ré da béré eo rôet eur founder a c’hrâs, a drugarez hag a wirionez, a rénô er vuez dré eunn dén hép-kén péhini eo Jézuz-Krist. 18 Ével éta ma eo dré béc’hed unan hép-kén eo kouézet ann dûd holl er varnédigez, ével-sé ivé eo dré wirionez unan hép-kén eo bét rôed d’ann holl dûd didamall ar vuez. 19 Râk ével meûr a hini a zô deûed da béc’herien dré zizen̄ti oud eunn dén hép-kén; ével-sé ivé meûr a hini a zeûi da dûd-gwirion dré zen̄ti oud unan hép-kén. 20 Al lézen a zô deûet évid digas eul lôd brâz a béc’héjou. Hôgen el léac’h ma’z eûz eul lôd brâz a béc’héjou, éz eûz eul lôd brasoc’h a c’hrasou. 21 Évit ével ma en deûz rénet ar péc’hed ô rei ar marô, é rénô ivé ar c’hrâs dré ar wirionez ô rei ar vuez peûr-baduz dré Jézuz-Krist hon Aotrou. ———— VI. PENNAD.