Lizher d'ar Romaned 14
1Mé a erbéd d’é-hoc’h Foébé hor c’hoar, diagonez é Iliz Kén̄kréa;
2Évit ma tigémérot anézhi enn hanô ann Aotrou ével ma tléeur digéméroud ar zen̄t: ha ma kennerzot anézhi é kémen̄t trâ é hellfé kaoud ézomm ac’hanoc’h; râg hî hé-unan é deûz ken-nerzet meûr a hini, ha mé va-unan.
3Saludit Priska hag Akouila péré hô deûz labouret gan-en̄ évit servich Jézuz-Krist.
4(Ar ré-zé hô deûz lékéad é gwall hô fennou évit va buez, ha né két mé hépkén a zô dléour d’ézhô, hôgen ivé Ilizou holl ar Jen̄tiled.)
5Saludid ivé ann Iliz a zô enn hô zî. Saludit Épénétuz va miñoun ker, péhini a zô bét ar c’hen̄ta frouez eûz a Gristénien ann Azia.
6Saludit Mari, péhini é deûz labouret kalz évid-hoc’h.
7Saludit An̄dronikuz ha Junia, va c’héren̄t ha va c’hen-sklaved, péfé a zô brudet-mâd é-touez ann Ébestel ha péré a zô bét en em rôed d’ar C’hrist em raok.
8Saludit Ampliaz a garann kalz enn Aotrou.
9Saludit Urbanuz péhini en deûz labouret gan-én̄ évit Jézuz-Krist; ha Stakiz va miñoun kér.
10Saludit Apellez péhini a zô eunn dén a zoaré dirâg ar C’hrist.
11Saludid ar ré eûz a dî Aristobuluz. Saludid Hérodion va c’hâr. Saludid ar ré eûz a di Narsissuz, péré a zô hor breûdeûr enn Aotrou.
12Saludit Triféna ha Trifoza, péré a labour évit servich ann Aotrou. Saludit Persidez a garomp kalz, péhini é deûz labouret kalz évit servich ann Aotrou.
13Saludit Rufuz péhini a zô dilennet gan̄d ann Aotrou, hag hé vamm, ha va hini.
14Saludit Assinkrituz, Flégon, Hermaz, Patrobaz, Hermez, hag hor breûdeûr a zô gan̄t-hô.
15Saludit Filologuz ha Julia, Néréuz hag hé c’hoar, hag Olimpiad, hag ann holl zen̄t a zô gan̄t-hô.
16En em zaludit ann eil égilé gan̄d eunn af san̄tel. Holl Ilizou ar C’hrist a zalud ac’hanoc’h.
17Hôgen hô pidi a rann, va breûdeûr, da ziwalloud oud ar ré péré a laka da zével strivou ha gwall-skouériou diwar benn ar gélénnadurez hoc’h eûz desket; ha tec’hid diout-hô.
18Râg ann dûd-zé na zervichon̄t két hon Aotrou Jézuz-Krist, hôgen servicha a réon̄t hô c’hov: ha gan̄t komsiou kaer ha gwén, é touellon̄t kalounou ar ré zizrouk.
19Râg hô sen̄tidigez a zô anavézet dré holl. En em laouénaad a rann eûz a gémen̄t-sé évid-hoc’h; hôgen mé a garré é vec’h fûr er mâd, ha didrôidel enn drouk.
20Doué ar péoc’h ra vrévô Satan abarz-némeûr dindân hô treid. Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h.
21Timotéuz va eil, ha Lusiuz, ha Jazon, ha Sozipater, péré a zô kéren̄d d’in, a zalud ac’hanoc’h.
22Mé hô salud é hanô ann Aotrou, mé Tersiuz péhini em eûz skrivet al lizer-man̄.
23Kaiuz va hostiz, hag ann Iliz holl a zalud ac’hanoc’h. Érastuz tenzorier kéar, hag ar breûr Kwartuz a zalud ac’hanoc’h.
24Grâs hon Aotrou Jézuz-Krist ra vézô gan-é-hoc’h holl. Amen.
25Gloar ra vézô d’ann hini en deûz ar galloud d’hô krévaat enn Aviel, hag é kélénadurez Jézuz-Krist a brézégann hervez diskleriadur ar mister a zô bét kuzet enn amzeriou tréménet,
26Hag a zô bét dizôlôet bréma dré Skrituriou ar Broféded hervez gourc’hémenn ann Doué peûr-baduz, hag a zô anavézet gan̄d ann holl boblou, évit ma sen̄tin̄t oud ar feiz;
27Da Zoué péhini hép-kén a zô fûr, énor ha gloar dré Jézuz-Krist enn holl amzeriou. Amen. ————