Lizher d'ar Romaned 6
1Ha na ouzoc’h-hu két, va breûdeûr (râk komza a rann oud ar ré a anavez al lézen), pénaoz al lézen na aotrouni ann dén néméd é-pâd ann amzer ma vév-hi?
2Râg eur c’hrég péhini a zô dindân galloud eur goaz, a zô éréet oud hé goâz dré al lézen é-pâd ma eo béô-hén̄: hôgen mar d-eo marô hé goâz, hî a zo diéréet eûz a lézen hé goâz.
3Ével-sé, mar d-eo béô hé goâz, ha ma’z a gan̄d eur goâz all, é vézô galvet avoultrez: hôgen mar d-eo marô hé goâz, hî a zô diéréet eûz a lézen hé goâz, ha né kéd avoultrez ma’z a gan̄d eur goâz all.
4Dre-zé, va breûdeûr, c’houi a zô ivé marô d’al lézen dré gorf ar C’hrist, évit béza da eunn all, péhini a zô dazorc’het eûz a douez ar ré varô, évit ma tougimp frouez da Zoué.
5Râk pa édomp er c’hîk, ar gwall-ioulou, péré a zeûé eûz al lézen, a loské hon izili, hag hô lékéa da zougen frouez ar marô.
6Hôgen bréma omp dieûbet eûz a lézen ar marô, é péhini édomp dalc’het, enn hévélep doaré ma servichomp Doué enn eur spéred nevez (M), ha nann é hénan̄ded al lizéren.
7Pétrâ éta a livirimp? Ha péc’hed eo al lézen? Doué ra virô; hôgen n’am eûz anavézet ar péc’hed néméd dré al lézen: râk n’em bijé két anavézet ann droug-ioul, ma n’en défé két lavaret al lézen: N’az pézô kéd a wall-ioulou.
8Hôgen ar péc’hed dré ann abek eûz ar gourc’héménn, en deûz lékéad da zével enn-oun a bép seurt gwall-ioul. Râk héb al lézen ar péc’hed a ioa marô.
9Hôgen mé a vévé gwéachall héb al lézen; hôgen pa eo deûet ar gourc’hémenn, ar péc’hed a zô asbévet;
10Ha mé a zô marô: hag en em gaved eo pénaoz ar gourc’hémenn péhini a dlié rei ar vuez, en deûz rôed ar marô.
11Râg ar péc’hed, dré ann abek d’ar gourc’hémenn, en deûz va zouellet, ha va lazet dré ar gourc’hémenn hé unan.
12Ével-sé évit-gwîr al lézen a zô san̄tel, hag ar gourc’hémenn a zô san̄tel, gwirion ha mâd.
13Ar pez a zô mâd, hag hén̄ en deûz éta rôed ar marô d’in? N’en deûz két; hôgen ar péc’hed, évid diskouéza eo ar péc’hed, en deûz rôed ar marô d’in dré eunn dra hag a ioa mâd: enn hévélep doaré ma eo deûet ar péc’hed dré ar gourc’hémenn brasoc’h kirieg a bec’hed.
14Râg gouzoud a réomp penaoz al lézen a zô spéred: hôgen mé a zô kik, ô véza bét gwerzet dindân ar péc’hed.
15Râk na ouzonn pétrâ a rann. Na rann kéd ar mâd a fell d’in; hôgen ôber a rann ann droug a gasaann.
16Hôgen mar grann ar péz na fell kéd d’in, é roann va grâd d’al lézen, hag éc’h anavézann pénaoz eo mâd.
17Ével-sé bréma n’eo mui mé a ra ann dra-zé, hôgen ar péc’hed péhini a choum enn-oun.
18Râg gouzoud a rann pénaoz n’eûz nétrâ a vâd enn-oun, da lavaroud eo em c’hîk. Râk kavoud a rann ann ioul da ôber ar mâd, hôgen na gavann kéd ar galloud d’hé ôber.
19Rak né rann kéd ar mâd a fell d’in da ôber, hôgen ôber a rann ann drouk na fell kéd d’in da ôber.
20Mar grann ar pez na fell kéd d’in, n’eo mui mé her grâ, hôgen ar péc’hed eo péhini a choum enn-oun.
21Pa fell éta d’in ôber ar mâd, é kavann eul lézen hag a énéb out kémen̄t-sé, ô véza ma choum ann droug enn-oun.
22Râg en em blijoud a rann é lézen Doué hervez ann dén a-ziabarz:
23Hôgen kavoud a rann em izili eul lézen all, hag a stourm a-énep lézen va spéred, hag am laka da sklâv da lézen ar péc’hed, péhini a zô em izili.
24Dén reûzeûdik ma’z ounn! Piou a zieûbô ac’hanoun eûz ar c’horf a varô-man̄?
25Grâs Doué é vézô dré Jézuz-Krist hon Aotrou. Ével-sé va-unan émounn dindân galloud lézen Doué, hervez ar spéred, ha dindân galloud lézen ar péc’hed, hervez ar c’hîk. ———— VIII. PENNAD.