Lizher d'ar Romaned 5
1Pétra éta a livirimp-ni? Ha choum a raimp-ni er péc’hed évit ma founnô ar c’hrâs?
2Doué ra virô. Râk mar d-omp marô er péc’hed, pénaoz é vévimp-ni c’hoaz enn-han̄?
3Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz kémen̄d hini ac’hanomp a zô bét badézet é Jézuz-Krist, a zô bét badézet enn hé varô?
4Liénet omb bét gan̄t-han̄ dré ar vadisian̄t er marô, évit, ével ma eo savet Jézuz-Krist eûz a douez ar ré varô dré c’hloar hé Dâd, ma valéimp ivé nî enn eur vuez nevez.
5Râk mar bézomp emboudet dioud hévéledigez hé varô, é vézimb ivé emboudet dioud hévélédigez hé zazorc’hidigez:
6O c’houzout pénaoz hon dén kôz a zô bét staget oud ar groaz gan̄t-han̄, évit ma vézô dispennet korf ar péc’hed, ha na vézimp mui dindan̄ dalc’h ar péc’hed.
7Râk néb a zô marô, a zô dieûbet eûz ar péc’hed.
8Ha mar d-omp marô gan̄d ar C’hrist, é krédomp pénaoz é vévimb ivé gan̄d ar C’hrist;
9Dré ma ouzomp pénaoz ar C’hrist ô véza saved a douez ar ré varô na varvô mui, ha pénaoz ar marô n’en dévézô mui a c’halloud war-n-ézhan̄.
10Râg ével ma eo marô, eo marô eur wéach évid ar péc’hed: hag ével ma eo béô, eo béô évid Doué.
11Ével-sé c’houi ivé en em zellit ével pa vec’h marô d’ar péc’hed, ha ma vec’h béô évid Doué é Jézuz-Krist hon Aotrou.
12Na rénet kéd éta ar péc’hed enn hô korf marvel, évit ma sen̄tot oud hé wall-ioulou.
13Ha na rôit kéd hoc’h izili d’ar péc’hed évid armou d’ann drouk: hôgen en em rôid da Zoué ével tûd deûed eûz a varô da véô, ha rôid d’ézhan̄ hoc’h izili évid armou d’ar wirionez.
14Râg ar péc’hed na drec’hô kéd ac’hanoc’h, ô véza n’oc’h két dindân al lézen, hôgen dindân ar c’hrâs.
15Pétrâ’ta? Ha péc’hi a raimp-ni ô véza n’émomp mui dindân al lézen, hôgen dindân ar c’hrâs? Doué ra virô.
16Ha na ouzoc’h-hu két pénaoz da biou-bennâg oc’h en em rôed da sklaved évit sen̄ti out-han̄, é choumit sklaved d’ann hini out péhini é sen̄tit, pé d’ar péc’hed évit kaout ar marô, pé d’ar zen̄tidigez, évit kaout ar wirionez?
17Hôgen Doué ra vézô meûlet ô véza pénaoz goudé béza bét sklaved d’ar péc’hed, hoc’h eûz koulskoudé sen̄tet a wéled hô kaloun oud ar gélénnadurez-zé war skouér péhini oc’h bét ken̄téliet.
18Ével-sé, goudé béza bét dieûbet eûz ar péc’hed, oc’h deûet sklaved d’ar wirionez.
19É doaré ann dûd é komzann ouz-oc’h, énn abek da wander hô kîk: ével ma hoc’h eûz lékéat hoc’h izili da zervicha d’al louzdoni ha d’ar gaou évid ôber ann drouk, likit bréma hoc’h izili da zervicha d’ar wirionez évid hô san̄télédigez.
20Râk pa édoc’h sklaved d’ar péc’hed, édoc’h dieûb é-kén̄ver ar wirionez.
21Pé frouez hoc’h eûz-hu tennet neûzé eûz ann traou-zé, eûz a béré é teûid da rusia bréma? Râk hô divez eo ar marô.
22Hôgen bréma ô véza dieûbet eûz ar péc’hed, hag ô véza deûet sklaved da Zoué, éma hô frouez er san̄telez, hag hô tivez er vuez peûr-baduz.
23Râg ar marô a zô gôbr ar péc’hed. Hôgen ar vuez peûr-baduz eo grâs Doué é Jézuz-Krist hon Aotrou. ———— VII. PENNAD.