The Bible Software
Lizher d'ar Romaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Romaned 13

1Béz’ é tléomb éta, nî péré a zô kréoc’h, skoazia gwanderiou ar ré ziners, ha na dléomp két klaskout hon dudi hon-unan.

2Ra blijô pép-hini ac’hanoc’h d’hé nesa é kémen̄d a zô mâd, ha skouériuz évit-han̄.

3Râg ar C’hrist n’en deûz két klasket hé zudi hé-unan, hôgen ével ma eo skrivet: Ann dismégan̄sou a zô bét gréad d’îd a zô kouézet war-n-oun.

4Hôgen kémen̄d a zô skrivet, a zô skrivet évid hor c’hélenna, évit ma hor bézô ann espéran̄s, dré ann habaskded, ha dré fréalzidigez ar Skrituriou.

5Doué ann habaskded hag ar fréalzidigez ra rôi d’é-hoc’h ar c’hrâs da véza unvanet ann eil gan̄d égilé hervez Jézuz-Krist:

6Évit ma hellot gan̄d eunn hévélep kaloun, gan̄d eunn hévélep génou meûli Doué, ha Tâd hon Aotrou Jézuz-Krist.

7Dré-zé en em zigémérit ann eil égilé, ével ma en deûz ar C’hrist hô tigéméret évit gloar Doué.

8Râk lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz Jézuz-Krist, a zô bét ministr ann enwad évid ar wirionez eûz a Zoué, évit krétaat ar gér a oa bét rôed d’hon tadou.

9É-ken̄ver ar Jen̄tiled, n’hô deûz da veûli Doué néméd diwar-benn hé drugarez, ével ma eo skrivet: Dré-zé, Aotrou, éc’h an̄savinn ac’hanod dirâg ar Jen̄tiled, hag é kaninn da hanô.

10Hag é lavar adarré: En em laouénait, Jen̄tiled, gan̄d hé bobl.

11Hag adarré: Jen̄tiled, meûlid Doué holl: pobled, énorit-hén̄ holl.

12Hag Izaiaz a lavar ivé: Jessé a vézô ar c’hrisien, hag ann hini a zavô anézhi a rénô war ar Jen̄tiled, hag ar Jen̄tiled a espérô enn-han̄.

13Doué ann espéran̄s r’hô kargô a bép lévénez hag a béoc’h ô kridi: évit ma kreskô hoc’h espéran̄s dré ners ar Spéred-San̄tel.

14Évid-oun-mé, va breûdeûr, é ouzonn ervâd hag évit gwîr pénaoz oc’h leûn a garan̄tez hag a bép gwiziégez, enn hévélep doaré ma hellit en em gélenna ann eil égilé.

15Koulskoudé, va breûdeûr, em eûz skrivet ann dra-man̄ gan̄d herder d’é-hoc’h, évid hép-kén hé zigas da goun d’é-hoc’h, hervez ar c’hrâs a zô bét gréad d’in gan̄d Doué;

16Da véza ministr Jézuz-Krist é-touez ar Jen̄tiled, ô san̄téla Aviel Doué, évit ma vézô digéméret gwéstl ar Jen̄tiled, ha ma vézô san̄télet gan̄d ar Spéred-San̄tel.

17Béz’ é hellann éta en em veûli é Jézuz-Krist euz ar péz en deûz gréad Doué dré-z-oun.

18Râk na grédfenn két komza d’é-hoc’h eûz ar péz n’en d’eûz ket gréat ar C’hrist dré-z-oun, évit lakaad ar Jen̄tiled da zen̄ti dré ar gér ha dré ann ôberiou;

19Dré ners ann arwésiou hag ar vurzudou, dré ners ar Spéred-San̄tel: enn hévélep doaré ma em eûz douget Aviel ar C’hrist eûz a Jéruzalem, oc’h ôber ann drô bétég ann Illiria.

20Ével-sé n’em eûz két prézéget ann Aviel el lec’hiou é péré é oa bét anavézet hanô ar C’hrist, évit na zavchenn kéd eunn ti war ziazez eunn all: hôgen ével ma eo skrivet:

21Ar ré da béré n’eo két bét diouganet, a wélô anézhan̄; hag ar ré n’hô doa két klévet méneg anézhan̄, a glévô anézhan̄.

22Sé eo en déûz mired ouz-in aliez na’z ajenn d’hô kavout, ha mired ounn bét bété vréma.

23Hôgen bréma, ô véza n’em eûz mui a léac’h da choum er vrô-man̄, ha gan̄d ar c’hoan̄t em eûz meûr a vloaz zô da von̄d d’hô kwélout;

24Pa’z inn da Spâñ, éc’h espérann hô kwélout ô von̄d é-biou, ha goudé béza choumet eunn nébeûd amzer gan-é-hoc’h, é teûoc’h d’am ambrouga bétég énô.

25Bréma éz ann da Jéruzalem évit kâs eunn aluzen-bennâg d’ar zen̄t.

26Râg ar ré eûz a Vasédonia hag eûz a Akaia hô deûz kavet-mâd rei lôd eûz hô madou d’ar béorien a zô é-touez ar zen̄t eûz a Jéruzalem.

27Kémen̄t-sé hô deûz kavet-mâd; ha dléourien in̄d d’ézhô. Râk ma hô deûz ar Jen̄tiled bét hô lôd é traou spéréduz ar Iuzevien, é tléon̄d ivé rei lôd d’ézhô eûz hô zraou kiguz.

28Goudé éta em bézô gréat ar géfridi-zé, hag em bézô rannet ann aluzen-zé étré-z-hô, é tréméninn dré hô prô ô von̄d da Spâñ.

29Hôgen mé a oar pénaoz pa’z inn d’hô kwélout, é teûinn gan̄t eur vennoz pûḻ a Aviel ar C’hrist.

30Hô pidi a rann éta, va breûdeûr, dré hon Aotrou Jézuz-Krist, ha dré garan̄tez ar Spéred-San̄tel, ma skoaziot ac’hanoun dré ar pédennou a réod da Zoué évid-oun;

31Évit ma vézinn dieûbet eûz ar ré zifeiz a zô é Judéa, ha ma vézô digéméret mâd gan̄d ar zen̄t euz a Jéruzalem ar géfridi em eûz évit-hô;

32Évit ma’z inn d’hô kwélout gan̄t lévénez, mar d-eo ioul Doué, ha ma en em zizoaninn gan-é-hoc’h.

33Ha Doué ar péoc’h ra choumô gan-é-hoc’h holl. Amen. ———— XVI. PENNAD.

← Lizher d'ar Romaned 12Read In The App, Free →Lizher d'ar Romaned 14 →

Study Lizher d'ar Romaned 13

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516