The Bible Software
Lizher d'ar Romaned · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'ar Romaned 3

1Pétra eo éta talvoudégez eur Iuzéô, na pétrâ eo mad ann enwad?

2Brâz in̄t é pép doaré; ha da gen̄ta ô véza ma eo bét fisiet enn-hô komsiou Doué.

3Râk ma éz eûz eur ré anézhô ha n’hô deûz két krédet, hag hô digrédôni a gâs-da-gét feiz Doué? Né ra két.

4Doué a zô gwirion, hôgen pép dén a zô gaouiad, hervez ma eo skrivet: Évit ma vézi kavet gwirion enn da c’heriou, ha tréac’h pa vézi barnet.

5Mar teû hon disléalded da ziskouéza gwelloc’h léalded Doué, pétrâ a livirimp-ni? Ha disléal eo Doué (évit komza hervez ann dén), mar taol hé vuanégez war-n-omp?

6N’eo két: anéz pénaoz Doué a varnfé-hén̄ ar béd?

7Hôgen dré va disléalded mar teû léalded Doué da greski évid hé c’hloar, pérag é varneur c’hoaz ac’han̄oun ével péc’her?

8Ha pérak na raimp-ni kéd ann drouk, évit ma c’hoarvézô mâd diout-han̄? (é-c’hîz hiniennou, évid hon dua, hon tamall da lavarout.) Barnédigez ann dûd-zé a vézô hervez ar gwîr.

9Pétra éta a livirimp-ni? Ha gwelloc’h omp-ni égét-hô? É-nép doaré. Râk diskouézet hon eûz ével gwîr, d’ar Iuzevien ha d’ar Jen̄tiled, pénaoz é oan̄d holl dindân ar péc’hed, 19 Ével ma eo skrivet: N’eûz dén gwirion é-béd:

10

11N’eûz dén poellek; n’eûz dén hag a glaskfé Doué.

12En em zihin̄chet in̄t holl; didalvez in̄d deûed holl; n’eûz két enn hô zouez hag a rajé ar mâd, n’eûz hini é-béd.

13Eur béz digor eo hô gargaden; hô zéodou hô deûz gréat touellérézou; eur c’hon̄tam aspik a zô war hô muzellou.

14Hô génou a zô leûn a zrouk-péden a c’houervder.

15Buan eo hô zreid évit skuḻa ar goâd.

16Mac’hérez ha reûz a zô enn hô hen̄chou.

17Na anavézon̄t két hen̄t ar péoc’h.

18N’éma kéd doujan̄s Doué dirâg hô daou-lagad.

19Hôgen nî a oar pénaoz holl c’heriou al lézen a véz lavaret d’ar ré a zô dindân al lézen; évit ma vézô serret pép génou, ha ma vézô ar béd holl dindân barn Doué;

20Râk dén é-béd na vézô didamallet dira-z-han̄ diouc’h ôbériou al lézen. Râk dré al lézen eo hon eûz anavézet ar péc’hed.

21Ha bréma héb al lézen gwirionez Doué a zô bét diskleriet d’é-omp, ha testéniet dré al lézen ha dré ar Broféded.

22Ar wirionez-zé eûz a Zoué en em gav dré ar feiz é Jézuz-Krist é pép hini, ha war bép-hini eûz ar ré a gréd enn-han̄; râk n’eûz kemm é-bed:

23O véza ma hô deûz péc’het holl, ha ma hô deûz ézomm eûz a c’hloar Doué,

24Pa in̄d didamallet évit-nétrâ dré hé c’hrâs, dré ann dasprénadurez hô deûz é Jézuz-Krist,

25En deûz kenniget Doué évit gôbr, dré ar feiz enn hé c’hoad, évid diskouéza hé wirionez, ô tisteûrel ar péc’héjou tréménet, goudé sioulded Doué;

26Évid diskouéza hé wirionez enn amzer-man̄; évit ma vézô gwirion, ha ma didamallô ann hini en deûz feiz é Jézuz-Krist.

27Péléac’h éma éta ann abek eûz hô fougé? Kased eo kuît. Dré hé lézen? Dré lézen ann ôbériou? Nann, hôgen dré lézen ar feiz.

28Râk menna a réomp pénaoz ann dén a zô didamallet dré ar feiz héb ôbériou al lézen.

29Doué hag hén̄ n’ef-hén̄ néméd Doué ar Iuzevien: Ha n’ef-hén̄ kéd ivé Doué ar Jen̄tiled? Ia, évit-gwîr, Doué ar Jen̄tiled eo ivé.

30Râk n’eûz néméd eunn Doué hép-kén, péhini a zidamall, ar ré enwadet enn abek d’ar feiz, hag ar ré zienwadet dré ar feiz.

31Terri a réomp éta al lézen dré ar feiz? Na réomp két; hôgen hé starda a réomp. ———— IV. PENNAD.

← Lizher d'ar Romaned 2Read In The App, Free →Lizher d'ar Romaned 4 →

Study Lizher d'ar Romaned 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516