Lizher d'ar Romaned 8
1Ar wirionez a lavarann é Jézuz-Krist; na lavarann kéd a c’hevier; va c’houstian̄s a rô ann désténi-zé d’in dré ar Spéred-San̄tel;
2Pénaoz em eûz eunn dristidigez vrâz, ha ma’z eo gwasket bépréd va c’haloun gan̄d ar c’hlac’har:
3Râg c’hoan̄téet em bijé béza azaouéet, ha rannet diouc’h Jézuz-Krist évit va breûdeûr, péré a zô kéren̄t d’in hervez ar c’hîk,
4Péré a zô ann Israélited, da béré eo béza gréat (M) bugalé Doué, hé c’hloar, hé gévrédigez, hé lézen, hé wazoniez, hag hé wéstlou:
5A béré é oa ann tadou, hag eûz a béré eo deûet hervez ar c’hîk Jézuz-Krist, péhini a zô Doué dreist pép-trâ ha benniget enn holl amzeriou. Amen.
6Né két koulskoudé é vé torret gér Doué. Râg ar ré holl a zô eûz a Israel n’in̄t két Israélited:
7Nag ar ré holl a zô eûz a wenn Abraham, n’in̄t kéd hé vugalé: hôgen, é Izaak, émé Doué, é vézô galvet da wenn.
8Da lavaroud eo pénaoz ar ré a zô bugalé hervez ar c’hîk n’in̄t két évit-sé bugalé Doué; hôgen pénaoz ar ré a zô bugalé ar gwéstl, a zô krédet béza eûz ar wenn.
9Râk chétu geriou ar gwéstl: A-benn ann amzer-zé é teûinn, ha Sara é dévézô eur mâb.
10Ha né kéd enn-hi hép-kén é wéleur ann dra-zé; hôgen ivé é Rébekka, péhini é doé enn eur gwilioud hép-kén daou vab eûz a Izaak, hon tâd.
11Râg a-raok ma oen̄t ganet, ha ma hô doé gréat mâd pé zrouk, évit ma choumfé ratoz Doué hervez hé zilenn,
12Nann enn abek d’hô ôberiou, hôgen enn abek da c’halv Doué, é oé lavared dézhi:
13Ann héna a blégô dindân ar iaouan̄ka, ével ma eo skrivet: Karet em eûz Jakob ha kaséet em eûz Ézau.
14Pétrâ éta a livirimp-ni? Ha gaou a zô é Doué? Doué ra virô.
15Râk lavaroud a ra da Voizez: Trugarez em bézô oud ann hini a fellô d’in; truez em bézô oud ann hini a fellô d’in kaout truez out-han̄.
16Dré-zé kémen̄t-sé na zeû nag eûz ann hini a c’hoan̄ta, nag eûz ann hini a réd, hôgen eûz ann drugarez a Zoué.
17Râk lavaroud a ra da Faraon er Skritur: Évit-sé eo em eûz da gen̄traouet, évit ma tiskouézinn enn-od va galloud; ha ma vézô brudet va hanô dré ann douar holl.
18Dré-zé éta en deûz trugarez oud néb a gâr, hag é teû da galédi néb a gâr.
19Martézé é liviri d’in: Pérâg éta en em glemm Doué? Râk piou a éneb oud hé ioul?
20Hôgen, ô dén, piou oud-dé évid daéla oud Doué? Hag eur pôd-prî a lavar d’ann hini en deûz hé c’hréat: Pérâg éc’h eûz-té va gréat ével-sé?
21Ha na hell kéd ar pôder ôber euz a eunn hévélep tolzen brî, eul léstr évid ann énor, hag eunn all évid ar véz?
22Mar fell da Zoué, évid diskouéza hé vuanégez, hag évit rei da anaoud hé c’halloud, gouzan̄vi gan̄d eur sioulded brâz al listri a vuanégez aozet évid ar gollidigez,
23Évid diskouéza pinvidigez hé c’hloar war al listri a drugarez en deûz aozet évid hé c’hloar.
24Hor galvet en deûz nann hép-kén eûz a douez ar Iuzevien, hôgen ivé eûz a douez ar Jen̄tiled,
25Ével ma lavar hé-unan enn Ozéé: Gervel a rinn va fobl, ar ré né oant két va fobl; va c’haran̄tez, ann hini né oa két va c’haran̄tez; ha dellézek a drugarez, ar ré da béré n’em boa két gréad a drugarez.
26Hag é c’hoarvézô pénaoz enn hevélep léac’h ma eo bét lavaret d’ézhô gwéchall: N’oc’h két va fobl: énô é vézin̄t galvet bugalé ann Doué béô.
27Hôgen diwar-benn Israel, Izaiaz a c’harm: Ha pa vé ann niver eûz a vugalé Israel kévatal da hini tréaz ar môr, na vézô néméd eunn dilerc’h bihan a zalvet.
28Râk Doué a zisman̄trô hag a verrai hé bobl gan̄t gwirionez. Ann Aotrou a rai eur c’hrennadur brâz war ann douar.
29Hag ével ma lavaraz Izaiaz a-raok: Ma n’en défé Aotrou ann arméou miret gwenn d’é-omp, é vijemp deûed hén̄vel out Sodoma ha Gomorra.
30Pétrâ éta a livirimp ni? Pénaoz ar Jen̄tiled péré na glaské két ar wirionez, hô deûz digeméret ar wirionez, hôgen ar wirionez a zeû eûz ar feiz.
31Ha pénaoz enn-énep ann Israélited péré a glaské lézen ar wirionez, n’hô deûz két tizet lézen ar wirionez.
32Pérâg? O véza n’hô deûz kéd hé c’hlasket dré ar feiz, hôgen dré ôberiou al lézen: râk stoket hô deûz oud ar méan-fazi,
33Ével ma eo skrivet: Chétu é lakaann é Sion eur méan-fazi, eur garrek a harz: ha néb a grédô enn-han̄ na vézô két mézékéet. ———— X. PENNAD.