The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 10

1Hôgen ar feiz a zô ann diazez eûz ann traou a espéreur, hag ann arouéz anat eûz ann traou na wéleur két.

2Râg er feiz eo hô deûz ar ré gôz kavet testéni.

3Dré ar feiz eo é wézomp pénaoz ar béd a zô bét gréat gan̄t gér Doué, ha pénaoz ar péz a wéleur a zô bét gréat eûz ar péz na wéleur két.

4Dré ar feiz eo é kinnigaz Abel da Zoué eunn hostiv c’houékoc’h égéd hini Kain. Dré-z-han̄ eo eo bét kavet gwirion, Doué hé-unan ô véza douget testéni é tigéméré hé rôou: dré-z-han̄ eo é komz c’hoaz goudé hé varô.

5Dré ar feiz eo eo bét skrapet Énok, évit na wéljé kéd ar marô; ha né oé kavet mui, ô véza ma oa bét skrapet gan̄d Doué; râg ann desténi a rôeur d’ézhan̄ pénaoz abarz béza bét skrapet é plijé da Zoué.

6Hôgen heb ar feiz na helleur két plijoud da Zoué. Râk réd eo é krétfé néb a dôsta ouc’h Doué pénaoz eo, ha pénaoz é c’hôprai ar ré her c’hlask.

7Dré ar feiz eo Noé, ô véza bét rôet da anaoud d’ézhan̄ ar péz na oa két bét gwélet c’hoaz, a grogaz aoun enn-han̄ hag a zavaz ann arc’h évit savétei hé dûd, hag oc’h hé ôber é tamallaz ar béd, hag é teûaz da her d’ar wirionez dré ar feiz.

8Dré ar feiz eo ann hini a oé hanvet Abraham, a zen̄taz ô von̄d el léac’h a oa bét rôed é digouéz d’ézhan̄: hag éz éaz-kuît hép gouzout péléac’h éz éa.

9Dré ar feiz eo é choumaz é douar ar gwéstl, ével enn eunn douar a-ziavéaz, ô véva dindân teltou, gan̄d Izaak ha Jakob ken-héred ann hévélep gwéstl.

10Râg géda a réa ar géar-zé savet war eunn diazez stard, eûz a béhini eo Doué hé-unan ann diazézer hag ann ôbérer.

11Dré ar feiz eo ivé é teûaz Sara, hag hî eur zec’hen, da gaoud ann ners da en̄géhen̄ta eur bugel, pétrâ-bennâg ma oa tréménet ann oad gan̄t-hi; ô véza ma é doa krédet pénaoz é oa gwirion ann hini en doa hé wéstlet.

12Dré-zé eo savet eûz a eunn dén hép-kén (hag hén̄ peuz-varô), eunn nésted ker stan̄k ha stéred ann én̄v, ha kenn diniver ha tréaz aot ar môr,

13Holl in̄t marô er feiz, hép béza bét ar péz a oa bét gwéstlet d’ézhô, hôgen goudé béza bét hé wélet a bell, goudé béza hé zaludet, ha goudé béza an̄savet pénaoz é oan̄t pirc’hirined ha diavésidi war ann douar.

14Râg ar ré a gomz évél-sé, a ziskouéz pénaoz é klaskon̄t hô brô.

15Ha ma hô doa koun eûz ann hini a béhini é oan̄t deûet, ho doa amzer a-walc’h évid distrei enn-hi.

16Hôgen bréma é c’hoan̄taon̄t gwelloc’h brô, da lavaroud eo, brô ann én̄vou. Ével-sé Doué n’en deûz kéd a véz ô véza galvet hô Doué, ô véza ma en deûz aozet eur géar d’ézhô.

17Dré ar feiz eo é kinnigaz Abrakam Izaak, pa oé temptet; râg hé vâp-pennher eo a ginnigé, da béhini é oa gréat ar wéstlou;

18Ha da béhini é oa bét lavaret: É Izaak é vézô galvet eur wenn d’îd.

19Menna a réaz pénaoz é helljé Doué hé zazorc’hi eûz a douez ar ré varô, hag ével-sé hen digéméraz ével eunn hévélébédigez.

20Dré ar feiz eo é vennigaz Izaak Jakob hag Ézau war ann traou da zon̄d.

21Dré ar feiz eo é teûaz Jakob, pa oa daré da vervel, da rei hé vennoz da holl vugalé Jozef, ha da azeûli penn hé vâz.

22Dré ar feiz eo é teûaz Jozef, pa oa daré da vervel, da ôber mének eûz a ergerz bugalé Israel, hag é rôaz gourc’hémenn diwar-benn hé eskern.

23Dré ar feiz eo, pa oé ganet Moizez, é oé kuzet é-pâd tri miz gan̄d hé dûd, ô véza gwélet é oa kaer ar bugel; ha n’hô doé kéd a aoun râg gourc’hémenn ar Roué.

24Dré ar feiz eo, pa oé deûet brâz Moizez, é tinac’haz beza mâb da verc’h Faraon;

25Hag é kavaz gwelloc’h béza glac’haret gan̄t pobl Doué, égét kaoud dudi ar péc’hed évid eunn amzer;

26O sellout dismégan̄s ar C’hrist ével brasoc’h madou, égét ten̄zoriou ann Éjipt; râg arvesti a réa ar gôbr.

27Dré ar feiz eo éz éaz-kuît eûz ann Éjipt, hép kaoud aoun râk buanégez ar Roué; râk stard é choumaz ével pa en défé gwélet ann diwéluz.

28Dré ar feiz eo é lidaz ar Pask, hag ar skûḻ goâd; évit na zeûjé kéd ann hini a lazé ar ré gen̄ta-ganet, da skei gan̄t-hô.

29Dré ar feiz eo é treûzchon̄t ar Môr rûz, ével pa vijé bét douar séac’h; hag ann Éjiptianed, ô véza hé arnodet ivé, a oé beûzet.

30Dré ar feiz eo é kouézaz mogeriou Jériko, goudé ma oé gréad ann drô anézhô é-pâd seiz dervez.

31Dré ar feiz eo na oé két kollet gan̄d ann dûd diskrédik, Rabab ar c’hrék fall, péhini é doa digéméret é péoc’h enn hé zi spierien Jozué.

32Pétrâ a livirinn-mé ouc’h-penn? Na gavinn kéd ann amzer évit komza eûz a Jédéon, eûz a Varak, eûz a Zamson, eûz a Jefté, eûz a Zavid, eûz a Zamuel hag eûz ar Broféded,

33Péré dré ar feiz hô deûz gounézet rouan̄telésiou, hô deûz heûliet ar wirionez, hô deûz digéméret ann diouganou, hô deûz serret géôl al loéned;

34Péré hô deûz mouget fô ann tân, hô deûz tec’het diouc’h lemm ar c’hlézé, a zô bét paréet eûz hô c’hlén̄véjou, a zô bét nerzet er brézel, hô deûz lékéad da dec’hi arméou ann diavésidi;

35Péré hô deûz distaolet d’ar gragez hô bugalé, goudé ma oan̄t marô. Ré all a zô bét heskinet brâz, ô véza né két fellet d’ézhô en em zaspréna, évit ma kavchen̄t eur vuez gwelloc’h enn dazorc’hidigez.

36Ré all hô deûz gouzan̄vet goapérézou ha skourjézou, éréou ha prizoniou:

37Labézet in̄t bét; heskennet in̄t bét; gan̄d ar c’hlézé in̄t bét lazet; kan̄tréet hô deûz, gôloet gan̄t krec’hin dén̄ved ha gan̄t krec’hin gevr, paour, glac’haret hag héskinet,

38(Euz a béré ar béd na oa kéd din), péré a gildroé enn distrôiou, er ménésiou, er c’héviou hag é mougéviou ann douar.

39Hag ar ré-zé holl péré a zô bét gratéet enn abek d’hô feiz, n’hô deûz két bét ar gôbr diouganet;

40Doué ô véza bét felled d’ézhan̄ enn akek d’é-omp, na zévenjé két hô gwenvidigez hép-z-omp. ———— XII. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 9Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 11 →

Study Lizher d'an Hebreed 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213