The Bible Software
Lizher d'an Hebreed · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Lizher d'an Hebreed 3

1Râk-sé, va breûdeûr san̄tel, c’houi péré a zô kévrennet er c’halvédigez én̄vuz, arvestit Jézuz péhini a zô ann Abostol hag ar bélek-brâz eûz hor c’hélénnadurez,

2Péhini a zô féal d’ann hini en deûz hé lékéad é karg, ével ma eo bét féal Moizez enn hé holl di.

3Râk kavet eo bét dellézek eûz a eur c’hloar ker braz dreist hini Moizez, ével ma’z eo énorusoc’h ann hini a zâv ann tî égéd ann tî hé-unan.

4Râk pép tî a zô savet gan̄d unan-bennâg: hôgen ann hini en deûz krouet pép-trâ a zô Doué.

5Ha Moizez ivé a zô bét féal é holl di Doué ével eur mével, évit testénia ar péz en doa da lavarout;

6Hôgen ar C’hrist, ével ar mâb enn hé dî; ha nî eo a zô ann ti-zé, ma viromp bétég ann divez eur fisian̄s stard, ha gloar ann espéran̄s.

7Rak-sé ar Spéred-San̄tel en deûz lavaret: Mar sélaouit hiriô hé vouéz,

8Na galédit két hô kalounou, ével enn énébiez, da zeiz ann arnod enn distrô,

9É péléac’h hô tadou hô deûz va zemptet, va arnodet, hag é péléac’h hô deûz gwélet va ôberiou é-pâd daou-ugen̄t vloaz:

10Râk-sé eo savet droug enn-oun oud ar bobl-zé, hag em eûz lavaret: Fazia a réon̄t bépréd enn hô c’halounou; ha n’hô deûz két anavézet va hen̄chou:

11Ével-sé em eûz touet em brouez: Pénaoz na zeûin̄t két é léac’h va éhan.

12Likid évez éta, va breûdeûr, na vé é hini ac’hanoc’h eur galoun falléet gan̄d ann disgrédôni, a zeûi d’hé bellaad diouc’h ann Doué béô.

13Hôgen en em gélennit ann eil égilé bemdéz, é-pâd ma émoc’h enn amzer a zô hanvet Hiriô, évit n’en em galédô hini ac’hanoc’h dré douellérez ar péc’hed.

14Kévrenneien d’ar C’hrist omp deûet évit-gwîr: Ia, mar miromp stard bétég ann divez ann derou eûz hé zén.

15É-pâd ma lévéreur d’ é-omp: Hiriô mar sélaouit hé vouéz, na galédit két hô kalounou, ével enn énébiez.

16Râk lôd ô véza hé c’hlevet a énébaz, hôgen ar ré holl a ioa bét lékéat er-méaz euz ann Éjipt gan̄t Moizez na énébchon̄t két.

17Hôgen out péré é savaz droug enn-han̄ e-pâd daou-ugen̄t vloaz? Ha né oé két oud ar ré hô doa péc’het, hag eûz a béré, ar c’horfou a choumaz gourvézet enn distrô?

18Ha da béré é touaz-hén̄ na’z ajen̄t két enn hé éhan, néméd d’ar ré a ioa bét diskrédik?

19Ha gwéloud a réomp pénaoz na helljon̄t két mond-ébarz enn abek d’hô digrédôni. ———— IV. PENNAD.

← Lizher d'an Hebreed 2Read In The App, Free →Lizher d'an Hebreed 4 →

Study Lizher d'an Hebreed 3

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213