Lizher d'an Hebreed 12
1Ra choumô gan-é-hoc’h ar garan̄tez a vreûr.
2Na an̄kounac’hait két rei digémer enn hô tî, râg hiniennou oc’h ôber kémen̄t-sé hô deûz digéméret élez enn hô zî.
3Hô pézet koun eûz ar ré a zô er chadennou, ével pa vec’h chadennet gan̄t-hô; hag eûz ar ré a zô er c’hlac’har, ével pa vec’h enn hô c’horf.
4Ra vézô reiz ar briédelez da bép-hini, ha dinam ar gwélé; râk Doué a varnô ar c’hadaled hag ann avoultrerien.
5Bévit hép pizôni, ha kavit-mâd ar péz hoc’h eûz; râg hén̄ hé-unan en deûz lavaret: N’az dilézinn két, ha n’az kuitainn két.
6Dré-zé é levéromp gan̄t fisian̄s: Ann Aotrou a zô skoazel d’in: n’am bézô kéd a aoun râg ar péz a hellô ann dûd da ôber d’in.
7Hô pézet koun eûz hô plén̄erien, péré hô deûz prézéget d’é-hoc’h gér Doué: sellid oud divez hô frézégennou hag heûḻid hô feiz.
8Jézuz-Krist a oa déac’h, a zô hiriô, hag a vézô ann hévélep hini enn holl amzeriou.
9N’en em rôit két da gélénnadurésiou dishével hag a ziavéaz. Râg gwelloc’h eo krévaad hé galoun gan̄d ar c’hrâs, éget gan̄d ar boédou, péré n’in̄t két bét talvoudek d’ar re hô deûz hô miret.
10Eunn aoter hon eûz, eûz a béhini na dlé két dibri ar ré a zervich ann tabernakl;
11Râk korfou al loéned eûz a béré ar goâd a zô douget gan̄d ar Bélek-brâz er San̄tuer évid ar péc’hed, a zô devet er-méaz eûz ar c’hamp.
12Râk-sé Jézuz, évit san̄téla ar bobl dré hé c’hoad, en deûz gouzan̄vet er-méaz eûz ar pors.
13Déomp éta d’hé gavout er-méaz eûz ar c’hamp, ô tougen hé zismégan̄s.
14Râg n’hon eûz kéd aman̄ a géar paduz; hôgen klask a réomp ann hini da zon̄t.
15Kinnigomp éta bépred da Zoué eunn hostiv a veû1eûdi, da lavaroud eo, frouez ann diveûz péré a an̄sav hé hanô.
16Na an̄kounac’hait két ar garan̄tez, ha kévrennidigez hô madou; râk dré ann hévélep hostivou-zé eo é teû Doué trugarézuz enn hor c’hén̄ver.
17Sen̄tid oud hô plén̄erien, ha plégit dindân-hô; râg hî a veḻ, é-c’hiz ma tléfen̄t derc’hel koun̄t eûz hoc’h énéou; évit ma rain̄t kémen̄t-sé gan̄t lévénez, ha nann gan̄t keinvan; rak na vé két talvouduz d’é-hoc’h.
18Pédid évid-omp: râk nî a gréd pénaoz hon eûz eur goustian̄s vâd, ha c’hoan̄t da véza déréad é pép-trâ.
19Ha mé hô péd stard da ôber kémen̄t-sé, évit ma vézinn ken̄toc’h rôed d’é-hoc’h.
20Doué ar péoc’h, péhini en deûz savet eûz a douez ar re varô hon Aotrou Jézuz-Krist, meser brâz ann dén̄ved, dré c’hoad ann testaman̄t peûr-baduz,
21R’hô lakai da véza déréad da bép mâd-ôber, évit ma réot hé ioul; pa ra enn-hoc’h ar péz a blîj d’ézhan̄, dré Jézuz-Krist, da béhini eo ar c’hloar é amzeriou ann amzeriou.
22Mé hô péd, va breûdeûr, da aotréa ar péz em eûz lavared d’é-hoc’h évid hô tizoania, pétrâ-bennâg ma em eûz skrived d’é-hoc’h é berr gomsiou.
23Gwézit pénaoz hor breûr Timotéuz a zô lékéat er-méaz a brisoun: mar teû hép-dalé, éz inn d’hô kwélout gan̄t-han̄.
24Saludit hoc’h holl vléñerien, hag ann holl zen̄t. Hor breûdeûr eûz ann Itali a zalud ac’hanoc’h.
25Ra vézô ar c’hrâs gan-é-hoc’h holl. Amen. ———— LIZER KATOLIK SANT JAKEZ ABOSTOL ———— I. PENNAD.