Lizher d'an Hebreed 8
1Ar gévrédigez gen̄ta-zé é deûz bét ivé lézennou évid azeûlidigez Doué, hag eur san̄tuer douarek.
2Râg enn tabernakl a oé gréat, é oa da gen̄ta ar c’han̄toler-brâz, ann daol, hag ar baraou a gennig, ar péz a hanvet ar San̄t.
3Goudé ann eil wél édo ann tabernakl, han̄vet San̄t ar zen̄t,
4É péhini é oa eunn ézan̄souer aour, hag ann arch a gévrédigez gôlôed holl a aour; é pehini é oa eul léstr aour leûn a vann, ha gwialen Aaron, péhini a oa deûed da vleûn̄vi, ha taoliou ar gévrédigez.
5Ha war he gorre é oa daou Gérubin a c’hloar, péré a chôlôé ar goulc’her gan̄d hô eskel. Hôgen né kéd aman̄ al léac’h da gomza eûz ann traou-zé gan̄d ann holl zarvoudou.
6Ann traou-zé éta ô véza aozet ével-sé, ar véleien a iéa bépréd er c’hen̄ta tabernakl, pa réan̄t ar servich eûz hô c’harg:
7Ar belek-brâz hép-kén a iéa enn eil eur wéach ar bloaz, nann hép goâd, a ginnigé évid hé ziwiziégez hé-unan hag hini ar bobl.
8Hag ar Spéred-San̄tel a ziskouézé dré énô pénaoz né oa kéd digor hen̄t ar San̄tuer, en̄dra ma édo ar c’hen̄ta tabernakl enn hé zâ.
9Ann hévélébédigez eo eûz ann amzer a neûzé, é péhini é kinniged rôou hag hostivou, péré na hellen̄t két klôkaat koustian̄s ar ré a zerviché Doué;
10Pa né oa némét boédou ha braouédou, ha mêur a walc’h, ha boasiou kiguz, péré na oa bét rôed d’ézhô némét bétég ann amzer eûz ann difazi.
11Hôgen ar C’hrist, bélek-brâz ar madou da zon̄t, a zô deûet dré eunn tabernakl brasoc’h ha klôkoc’h, péhini né két bét gréat gan̄d dourn ann dén, da lavaroud eo, eûz ar grouidigez-man̄:
12Hag éad eo eur wéach ébarz ar San̄tuer, nann gan̄t goâd ar bouc’hed hag al leûéou, hôgen gan̄d hé c’hoâd hé-unan, ô véza kavet ann dasprénadurez peûr-baduz.
13Râk mar teû goâd ar bouc’hed hag ann tirvi, ha ludu eunn ounner strin̄ket gan̄d eur sparf, da zan̄téla ar ré a zô saotret, ô c’hlana hô c’hîk;
14Pégémen̄t muioc’h goâd ar C’hrist, péhini dré ar Spéred-San̄tel a zô en em ginniget hé-unan dinam da Zoué, a c’hlanô hôr c’houstian̄s eûz ann ôberiou marvel, évid hol lakaad da zervicha ann Doué béo?
15Dré-zé eo ann han̄térour eûz ann testaman̄t névez; évid, dré ar marô en deûz gouzan̄vet da zazpréna ann drougiézou a réad dindân ann testaman̄t ken̄ta, ma teûi ar ré a zô galvet da gaout ann digouéz peûr-baduz a zô bét diouganet d’ézhô.
16Râg el léac’h ma éz eûz testaman̄t, eo réd é c’hoarvézché marô ann testaman̄ter.
17Râg eunn testaman̄t na dâl néméd dré ar marô; ha n’eo deûz ners é béd é-pâd ma vév ann testaman̄ter.
18Ével-sé ar c’hen̄ta testaman̄t a zô bét startéet gan̄d ar goad.
19Moizez goudé béza lennet dirâg ar bobl holl c’hourc’hémennou al lézen, a géméraz goâd leûéou ha bouc’hed, gan̄d dour, gan̄t gloan tané, ha gan̄t sikadez, hag é taolaz gan̄d eur sparf war al levr hé-unan, ha war ar bobl holl,
20O lavarout: Hé-man̄ eo ar goâd eûz ann testaman̄t en deûz gourc’hémennet Doué d’é-hoc’h.
21Goâd a daolaz ivé war ann tabernakl ha war ann holl listri eûz a zervich Doué.
22Hag hervez al lézen, ann darn-vuia eûz ann traou a zô glanet gan̄d ar goâd; ha n’eûz kéd a zistol hép skûḻ goâd.
23Réd é oa éta é vijé glanet dré ann traou-zé ar péz a ioa ar skouér eûz a draou ann én̄v; hôgen ma vijé glanet ann traou eûz ann én̄v gan̄d hostivou gwelloc’h égéd ar ré-man̄.
24Râk Jézuz-Krist né kéd éad er san̄tuer gréat gan̄d dourn ann den, péhini oa ar skouér eûz ar gwîr san̄tuer; hôgen enn én̄v hé-unan, évid en em ziskouéza bréma dirâk Doué évid-omp.
25Ha né kéd éad ébarz évid en em ginniga hé-unan aliez, ével ma’z a ar bélek-brâz bép ploaz er san̄tuer gan̄t goâd éunn all;
26Anéz é vijé bét réd d’ézhan̄ gouzan̄vi meûr a wéach adalek penn-ken̄ta ar béd: bréma n’eo en em zizkouézet néméd eur wéach war zivez ar béd, évid kâs-da gét ar péc’hed, oc’h en em rei da hostiv hé-unan.
27Hag ével ma eo mennet pénaoz ann dûd a dlé mervel eur wéach, ha béza barnet goudé:
28Ével-se ivé ar C’hrist a zô bét kinniget eur wéach évit lémel péc’héjou meûr a hini; hag eunn eil gwéach é teûi hép péc’hed, évit silvidigez ar ré a c’hortoz anézhan̄. ———— X. PENNAD.