Levr Hoshea 3
1Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Kéa adarré, ha kâr eur c’hrég karet gan̄d eur miñoun hag hî avoultr, ével ma kâr ann Aotrou bugalé Israel, pa zellon̄t-hî oud douéed a-ziavéaz, hag é karon̄t gwaskadur ar gwîn.
2Ha mé hé frénaz évid-oun gan̄t pemzék péz ac’han̄t, hag eur c’horus heiz, hag eunn han̄ter-gorus heiz.
3Hag é liviriz d’ézhi: Va gortozi a rî a-zoug kalz deisiou; n’en em rôi két d’ar c’hadélez, na da eunn ozac’h all: ha mé az gortozô ivé:
4Râg a-héd kalz deisiou é choumô bugalé Israel hép roué, hag hép prin̄s, hag hép sakrifiz, hag héb aoter, hag héb éfod, hag hép térafim.
5Ha goudé-zé é tistrôi bugalé Israel, hag e klaskin̄t ann Aotrou hô Doué, ha David hô roué: hag hî a zoujô ann Aotrou hag hé vâd-obériou enn deisiou divéza. ———— IV. PENNAD Barnédigézou Doué enn abek da béc’héjou ar bobl hag ar véleien.