Levr ar C'hrennlavarioù 31
1Geriou Lamuel roué. Gwélédigez gan̄t péhini é deûz hé vamm hé zesket.
2Pétrâ a livirinn d’id, va mâb kér, pétrâ a livirinn d’id, mâb kér va chôv, pétrâ a livirinn d’id, mâb kér va gwestlou?
3Na rô két da zanvez d’ar merc’hed, na da vadou évit kolla ar rouéed.
4Na rô két, ô Lamuel, na rô két a wîn d’ar rouéed; râk n’eûz nétrâ a guzet el léac’h ma rén ar vézven̄ti:
5Gan̄d aoun na évchen̄t, ha na an̄kounac’hajen̄t ar varn, ha na drôjen̄t kéfridi bugalé ar paour.
6Rôit bier d’ar ré a zô glac’haret, ha gwîn d’ar ré a zô é c’houervder ar galoun:
7Ra évin̄t, ha ra an̄kounac’hain̄t hô faouren̄tez, ha r’hô dévézô mui a goun eûz hô foan.
8Digor da c’hénou évid ar mâd, hag évit kéfridi ann holl vugalé a drémen.
9Digor da c’hénou, ha kémenn ar péz a zô reiz, ha barn gan̄d éeunder ar paour hag ann tavan̄tek.
10Piou a gavô eur c’hrég kré? Talvoudusoc’h eo égéd ar péz a zigaseur eûz a benn ar béd.
11Kaloun hé ozac’h a laka hé fisian̄s enn-hi, ha dibourc’hou na ziouérô két.
12Hî a zigasô d’ézhan̄ ar mâd, ha nann ann drouk é holl zeisiou hé vuez.
13Hî é deûz klasket ar gloan hag al lîn, hag é deûz labouret gan̄t daouarn ijinuz.
14Hî a zô ével léstr ar marc’hadour, a zigas hé vara a bell.
15Hî a zâv ha nôz c’hoaz, hag a rô ar preiz d’hé faotred, hag ar boéd d’hé flac’hed.
16Hî é deûz sellet oc’h eur park, hag é deûz hé brénet; gan̄t frouez hé daouarn é deûz plan̄tet eur winien.
17Hî é deûz gourizet hé dargreiz gan̄t nerz, hag é deûz krévéet hé bréac’h.
18Hî é deûz tan̄véet, hag é deûz gwélet pénaoz é oa mâd hé c’héfrédi: hé c’hleûzeûr na vougô két a-zoug ann nôz.
19Hî é deûz douget hé dourn war ann traou kré, hag hé biziad hô deûz kéméret ar werzid.
20Hî é deûz digoret hé dourn d’ann tavan̄tek, hag astennet hé falfiou d’ar paour.
21Hî n’é dévézô kéd a aoun râg ar iénien hag ann erc’h évid hé zî: râg hé holl dûd hô deûz diou zaé.
22Hî é deûz gréat évit-hi pallennou-gwélé: gan̄t lîn moan ha gan̄t limestra eo gwisket.
23Hé ozac’h a vézô brudet-brâz é-tâl ar pors, pa vézô azézet gan̄d hénaoured ar vrô.
24Hî é deûz gréat eul liser, hag é deûz hé gwerzet, hag é deûz rôet eur gouriz d’ar C’hananéad.
25Gan̄t nerz ha gan̄t kaerded eo gwisket; hag hî a c’hoarzô enn deiz divéza.
26Digoret é deûz hé génou d’ar furnez, ha lézen ar madélez a zô war hé zéôd.
27Sellet é deûz oc’h raven̄chou hé zî, ha n’é deûz két debret hé bara enn didalvédigez.
28Saved eo hé bugalé, hag hî hô deûz embannet pénaoz é oa-hî euruz-brâz; hag hé ozac’h ivé en deûz hé meûlet.
29Kalz merc’hed hô deûz dastumet madou; hôgen té éc’h eûz hô zrec’het holl.
30Touelluz eo ar géned, ha didalvoud ar c’haerded; ar c’hrég a zouj ann Aotrou, hounnez eo a vézô meûlet.
31Rôit d’ézhi eûz a frouez hé daouarn; ha meûlet ra vézô-hî é-tâl ar porz gan̄d hé ôberiou.