The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 19

1Mar sâv dael étré eur ré-bennâg, ha mar galvon̄t ar varnerien, ann hini a anavézin̄t évit béza gwirion, é rôin̄t ar gwîr d’ézhan̄; ann hini a vézô anavézet évit béza fallagr, a varnin̄t a fallagriez.

2Hôgen mar gwélon̄t pénaoz ann hini en deûz péc’het a zellez béza kannet, hel likiin̄t da c’hourvéza, hag é likiin̄t hé ganna dira-z-hô. Diouc’h men̄t ar péc’hed é vézô niver ann taoliou:

3Enn hévélep doaré héb-kén na vézô két rôet ouc’h-penn daou-ugen̄t taol; gan̄d aoun n’az ajé-kuît da vreûr goude béza bét roget gan̄t krizder dirâk da zaoulagad.

4Na éréi két génou ann éjenn a zourn da éd war al leûr.

5Mar choum daou vreûr kévret, ha mar marv unan anézhô héb bugalé, grég ann hini-marô na zimézô ket da eunn all, hôgen breûr hé ozac’h hé c’hémérô da c’hrég, hag a lakai hâd da zével d’hé vreûr.

6Hag é rôi d’ar c’hen̄ta-ganet anézhi hanô hé vreûr, évit na vézô két kollet hé hanô é Israel.

7Hôgen ma na fell két d’ézhan̄ dimézi da c’hrég hé vreûr, ar vaouez a iélô é-tâl dôr kéar, hag a gomzô oud ann hénaoured, ô lavarout: Breûr va ozac’h na fell két d’ézhan̄ sével hanô hé vreûr é Israel, na va c’hémérout da c’hrég.

8Ha râk-tâl é likiin̄t hé c’hervel, hag é rain̄t goulennou out-han̄. Ma lavar-hén̄: Na fell két d’in hé c’hémérout da c’hrég:

9Ar vaouez a dôstai out-han̄ dirâg ann hénaoured, hag a dennô hé votez d’ézhan̄ eûz hé droad; hag é skôpô-hi oud hé zremm, ô lavarout: Bézet gréat ével-sé d’ann dén ha na zâv két tî hé vreûr;

10Hag hé di (T) a vézô galvet é Israel, Tî ann divotez.

11Ma c’hoarvez krôz étré daon zén, ha mar téraouon̄t striva ann eil ouc’h égilé: ha mar fell da c’hrég unan anézhô tenna hé ozac’h eûz a zaouarn égilé a zô kréoc’h; ma astenn hé dourn, ha mar krôg eun hé vézégez-hén̄;

12É trouc’hi hé dourn, hép m’az pézô truez é-béd oud-hi.

13N’az pézô két enn da zâc’h meûr a boéz, ré vrasoc’h ha ré vihanoc’h:

14Ha na vézô két enn da dî eur boézel brasoc’h hag eur boézel bihanoc’h.

15Eur poéz reiz ha gwîr ez pézô, hag eur boezel kévatal ha gwîr; évit ma vévi pell-amzer war ann douar en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué.

16Râg ann Aotrou da Zoué a argarz ann hini a râ kémen̄t-sé, hag a gasa pép gaou.

17Az péz koun eûz ar péz en deûz gréat d’id Amalek enn hen̄t, pa zeûjoud er-méaz eûz ann Éjipt;

18Pénaoz é tiarbennaz ac’hanod, hag é lazaz ar ré a oa é lôst da armé, hag a oa arzaoet ker skuiz é oan̄t, ha pa oaz-té dinerzet gan̄d ann naoun, ha gan̄d al labour; ha na zoujaz két Doué.

19Pa en devézô éta ann Aotrou da Zoué rôet éhan did, ha lékéat da bléga dindân-oud ann holl vrôadou a vézô war-drô d’id enn douar en deûz lavaret é rôjé d’id; é lami hé hanô eûz a zindân ann én̄v. Laka évez n’hé an̄kounac’hai két. ———— XXVI. PENNAD. Diwar-benn ar préveûdiou hag ann déogou.

← Adlezenn 18Read In The App, Free →Adlezenn 20 →

Study Adlezenn 19

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334