The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 7

1Mar sâv enn da douez eur profed, pé eur ré hag a lavarô pénaoz en deûz bét eur wélédigez é huvré, ha mar tiougan eunn arwéz pé eur burzud-bennâg:

2Ha mar teû da c’hoarvézout ar péz en deûz lavaret; ha ma lavar-hen̄ d’id: Déomp, hag heûliomp douéed a-ziavéaz ha na anavézez két, ha servichomp anézhô.

3Na zélaoui két geriou ar profed-zé pé ann huvréer-zé; râg ann Aotrou hô Toué a arnod ac’hanôc’h, évit ma vézô anat mar karit anézhan̄ a greiz hô kaloun, hag a greiz hoc’h éné, pé ma n’her c’harit két.

4Heûlit ann Aotrou hô Toué, ha doujit-hén̄, ha mirit hé c’hourc’hémennou, ha sélaouit hé vouéz: servichit anézhan̄ hag en em stagit out-han̄.

5Hôgen ra vézô lazet ar profed-zé, pé ann huvréer-zé; râk komzet en deûz évid hô tistrei diouc’h ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, hag hô tasprénet eûz a vrô ar sklavérez; hag évid da lakaad da fazia diwar ann hen̄t en deûz ann Aotrou da Zoué gourc’hémennet d’id: hag evel-sé é tenni ann droug eûz da douez.

6Mar fell d’az preûr, mâb da vamm, pé d’az mâb, pé d’az merc’h, pé d’az grég a zougez enn da galoun, pé d’az min̄oun a garez ével da éné, da gen̄drec’hi, ô lavarout é-kuzul: Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na na anavézez két, té na da dadou,

7Douéed ann holl vrôadou a zô enn drô d’é-omp, pé a dôst pé a bell, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar;

8Na rô ket da c’hrâd vâd d’ézhan̄ (T), ha na zélaou két anézhan̄; na espernet két da lagad anézhan̄; n’az péz két a druez out-han̄, ha na gûz két anézhan̄:

9Hôgen hé laza a ri râk-tâl: ra gouézô da zourn da gen̄ta war-n-ezhan̄, ha goudé-zé ra lakai ann holl bobl hé zourn war-n-ézhan̄.

10Ra vézô lazet ô teûrel mein out-han̄; ô véza ma eo fellet d’ézhan̄ da bellaat diouc’h ann Aotrou da Zoué, péhini en deûz da dennet eûz a zouar ann Éjipt, eûz a vrô ar sklavérez:

11Évit, pa glevô Israel holl, ma en dévézô aoun, ha na rai dén mui nétrâ hén̄vel out kémen̄t-sé.

12Mar klevez enn unan eûz ar c’heriou en deûz rôet d’id ann Aotrou da Zoué évit choum enn-hô, eur ré-bennâg ô lavarout:

13Mipien da Vélial a zô éat er-méaz eûz hô touez, hag hô deûz gwallet tûd hô c’héar, ô lavarout d’ézhô: Déomp, ha servichomp douéed a-ziavéaz ha na anavézit két:

14Klask gan̄d évez ha gan̄d hast mar d-eo gwîr ann dra-zé; ha mar kavez pénaoz eo gwir ar péz a zô bét lavaret, ha pénaoz eo bét gréat ar fallagriez-zé;

15Râk-tâl é lazi gan̄d ar c’hlézé holl dûd ar géar-zé, hag é vévézi anézhî, ha kémen̄d a zô enn-hî, bétég al loéned.

16Dastumi a rî ivé é-kreiz hé leûriou-kéar ann holl arrébeûri a vézô enn-hi, hag é loski anézhô gan̄d ar géar, enn hévélep doaré m’hô dévi holl d’ann Aotrou da Zoué, ma vézô hî eur béz peûr-baduz, ha na vézô mui savet.

17Ha na choumô stâg nétrâ eûz ann dra villiget-zé oud da zourn; évit ma tistrôi ann Aotrou buanégez hé frouden, ha ma en dévézô truez ouz-id, ha ma paotô ac’hanod, ével ma en deûz hé douet d’az tadou,

18Keit ha ma sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, ha ma viri hé holl gélennou, a c’hourc’hemennann d’id hiriô évit ma rî ar péz a zô hétuz dirâg ann Aotrou da Zoué. ———— XIV. PENNAD. Loéned glân ha dic’hlan. Déogou ha banvésiou dirâg ann Aotrou.

← Adlezenn 6Read In The App, Free →Adlezenn 8 →

Study Adlezenn 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334