The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 28

1Moizez a biñaz éta eûz a gompézen Moab war vénez Ného, é lein Fasga, râg-énep da Jériko: hag ann Aotrou a ziskouézaz d’ézhan̄ holl vrô C’halaad bété Dan,

2Hag holl Neftali, ha douar Éfraim ha Manasé, hag holl zouar Juda bétég ar môr divéza,

3Ha tû ar c’hrésteiz, ha mesiou Jériko, kéar ar palmez, bété Ségor.

4Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Hen-nez eo ann douar diwar-benn péhini em eûz touet da Abraham, da Izaak ha da Jakob, ô lavarout: D’as gwenn hé rôinn. Hé wélet éc’h eûz gan̄d da zaoulagad, ha na dréméni két dî.

5Ha Moizez, servicher ann Aotrou, a varvaz énô, é douar Moab, dré ioul ann Aotrou:

6Hag hén̄ a vésiaz anézhan̄ enn eunn draon̄ien é douar Moab, rag-énep da Fogor: ha dén é-béd n’en deûz anavézet hé véz bété vréman̄.

7C’houéac’h-ugen̄t vloaz en dôa Moizez pa varvaz: neûzé né oa két téval hé zaoulagad nag hé zen̄t ne loc’hen̄t két. (T).

8Ha bugalé Israel a voélaz anéz-han̄ é kompézen Moab é-pâd trégon̄t dervez: hag ar ré a voélé Moizez a baouézaz hô c’haon̄ d’ézhan̄. (M).

9Hôgen Jozué, mâb Nun, en dôé ar spéred a furnez, ô véza m’en dôa Moizez lékéat hé zaouarn a-ziouc’h d’ézhan̄: ha bugalé Israel a zen̄taz out-han̄, hag a réaz ar péz en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Voizez.

10Ha na zavaz mui a brofed enn Israel hén̄vel out Moizez a gémen̄t a oé anavézet gan̄d ann Aotrou dremm ouc’h dremm;

11Hag a réaz kémen̄d a arouésiou hag a vurzudou, a lékéaz ann Aotrou anezhan̄ da ôber é douar ann Éjipt, é-kén̄ver Faraon, hag hé holl dûd, hag hé holl vrô;

12Hag a ziskouézaz eunn dourn ker kré, hag ôberiou kenn estlammuz, ével ma réaz Moizez dirâg Israel holl.

← Adlezenn 27Read In The App, Free →Adlezenn 29 →

Study Adlezenn 28

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334