Adlezenn 27
1Chétu aman̄ ar vennoz gan̄t péhini Moizez, dén Doué, a vennigaz bugalé Israel ken̄t ma varvaz.
2Hag hén̄ a lavaraz: Ann Aotrou a zeûaz eûz a Sinai, hag a zavaz war-n-omp eûz a Seir: eûz a vénez Faran en em ziskouézaz, ha meûr a vil san̄t gan̄t-han̄. Enn hé zourn déou édô al lézen a dân.
3Kared en deûz ar boblou, ann holl zen̄t a zô enn hé zourn: hag ar ré a dôsta oud hé dreid a zigémérô lôd eûz hé gélen.
4Moizez en deûz gourc’hémennet d’é-omp eul lézen, é digwéz da holl bobl Jakob.
5Eur roué a vézô d’ar bobl reiz, pa vézô unanet prin̄sed ar bobl gan̄t breûriézou Israel.
6Bévet Ruben, ha na varvet két, ha bézet bihan é niver.
7Chétu aman̄ bennoz Juda: Sélaou, Aotrou, mouéz Juda, hag ambroug anézhan̄ étrézég hé bobl: hé zaouarn a stourmô évid hé bobl, hag hé skoazeller é vézô oud hé énébourien.
8Da Lévi é lavaraz ivé: Da glôkder ha da gélennadurez a zô enn da zén san̄tel éc’h eûz arnodet enn demptasion hag éc’h eûz barnet é doureier ann Énébiez;
9Péhini en deûz lavaret d’hé dâd ha d’hé vamm: N’hoc’h anavézann két; ha d’hé vreûdeûr: Na ouzoun két piou oc’h; ha na anavézchon̄t két hô bugalé hô-unan. Ar ré-zé hô deûz miret da c’heriou hag hô deûz sévénet hé gévrédigez,
10Ha da varniou, ô Jakob, ha da lézen, ô Israel: kenniga a rain̄t ann ézan̄s enn da frouden, hag ar sakrifiz-losk war da aoter.
11Bennig hé ners, ô Aotrou, ha digémer labour hé zaouarn. Skô war gein hé énébourien; ha na zavet két ar ré hô deûz kas out-han̄.
12Hag hén̄ a lavaraz da Ven̄jamin: Ann hini karet-brâz gan̄d ann Aotrou a choumô enn-han̄ gan̄t fisian̄s: ével er gambr a eûreûd é choumô héd ann deiz, hag étré hé ziskoaz é tiskuizô.
13Hag hén̄ a lavaraz da Jozef: Hé zouar a vézô leûn eûz a vennoz ann Aotrou, eûz a frouez ann én̄v, eûz a c’hlîz hag eûz ann éiénennou a zô dindan ann douar (T);
14Eûz ar frouez dioanet gan̄d ann héol ha gan̄d al loar;
15Eûz ar frouez a zâv war lein ar ménésiou kôz ha war ar c’hrec’hiou peûr-baduz;
16Hag eûz a frouez ann douar, hag eûz hé founder. Bennoz ann hini a zô en em ziskouézet er vôden, ra zeûi war benn Jozef, ha war gern penn ann hini a zô bét ével eunn Nazaréad é-touez hé vreûdeûr.
17Hé géned a zô hén̄vel out ken̄ta-ganet ann tarô; hé gerniel a zô ével kerniel ar rinoséros: gan̄t-hô é wen̄tô ar boblou bété penn pella ann douar. Ével-sé é vézô rummou brâz Éfraim, ha kan̄t ha kan̄t mil Manasé.
18Hag hén̄ a lavaraz da Zabulon: En em laouéna, Zabulon, enn da ergerz, ha té Isakar, enn da deltou.
19Gervel a rain̄t ar boblou war ar ménez, hag énô é lazin̄t viktimou a reizded. Hî a zunô ével léaz ann dic’hlann eûz ar môr, hag ann ten̄zoriou kuzet enn tréaz.
20Hag hén̄ a lavaraz da C’had: Gad a zô bét karget a vennoz: arzaôet eo ével eul léon, er vréac’h hag er penn eo kroget.
21Hé brin̄sélez en deûz gwélet, ô véza ma eo lékéat ann doktor enn hé lôden: gan̄t prin̄sed ar bobl eo éat; miret en deûz lézennon ann Aotrou, hag hé varnédigez gan̄d Israel.
22Hag hén̄ a lavaraz da Zan: Dan a zô ével eul léon iaouan̄k, en em skiña a rai pell diouc’h Basan.
23Hag hén̄ a lavaraz da Neftali: Er founder é vévô Neftali, ha leûn é vézô eûz a vennosiou ann Aotrou: ar môr hag ar c’hrésteiz a vézô d’ézhan̄.
24Hag hén̄ a lavaraz da Aser: Ra vézô benniget Aser enn hé vugalé: ra vézô hétuz d’hé vreûdeûr; ha ra zoubô hé droad enn éôl.
25A houarn hag a arm é vézô hé voutou. Ével ma eo bét, Aser, deisiou da iaouan̄kiz, é vézô ivé da gôzni.
26N’eûz Doué all é-béd ével Doué ar bobl reiz: ann hini a biñ enn én̄v eo da skoazeller. Hé veûrdez eo a laka ar c’hoabr da rédek.
27Enn uc’héla é choum, hag enn izéla é tiskouéz hé vréac’h peûr-baduz. Disteûrel a rai a zira-z-oud da énébour, hag é lavarô: Ra zeûi-da-gét.
28Israel a choumô gan̄t fisian̄s, hag a vézô hé-unan. Lagad Jakob a wélô ennn douar éd ha gwîn, hag ann én̄vou a dévalai gan̄d ar glîz. 29 Gwenvidig oud-dé, Israel: piou a zô hén̄vel ouz-id, ô pobl, a zô salvet enn Aotrou? Tiren da gen-nerz eo, ha klézé da c’hloar. Da énébourien az tinac’hô, ha té a lakai da droad war hô gouzoug. ———— XXXIV. PENNAD. Marô Moizez. Hé veûleûdi.