The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 21

1Neûzé Moizez hag hénaoured Israel, a c’hourc’hémennaz d’ar bobl, ô lavarout: Mirit ann holl gélennou a c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô.

2Ha pa vézô treûzet ar Jourdan gan-é-hoc’h, ha ma viot éat enn douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, é savi mein brâz, hag é lifri anézhô gan̄t râz;

3Évit ma helli skriva war-n-ézhô holl c’heriou al lézen-man̄, p’az pézô treûzet ar Jourdan; ha p’az î ébarz ann douar a rôi d’id ann Aotrou da Zoué, douar é péhini é tivér al léaz hag ar mél, ével ma en deûz touet d’as tadou.

4Pa hô pézô éta treûzet ar Jourdan, é savot ar vein-zé, ével ma hé c’hourc’hémennann d’é-hoc’h hiriô, war vénez Hébal, hag é lifri anézhô gan̄t râz.

5Sével a rî ivé énô eunn aoter d’ann Aotrou da Zoué, gan̄t mein, ha na vézô két stoket houarn out-hô,

6Gan̄t mein dizoaré ha digompez: hag é kennigi war ann aoter-zé sakrifisou-losk d’ann Aotrou da Zoué:

7Hag é lazi hostivou a beoc’h, hag é tebri énô, hag é ri banvez dirâg ann Aotrou da Zoué.

8Hag é skrivi splann ha fréaz war ar vein ann holl c’heriou eûz al lézen-man̄.

9Neûzé Moizez hag ar véleien eûz a wenn Lévi a lavaraz da holl bobl Israel: Laka évez, ha sélaou, Israel: Hiriô oud deûet da bobl d’ann Aotrou da Zoué:

10Sélaoui a rî hé vouéz, hag é rî ar c’hélennou hag ar barnédigézou a c’hourc’hémennann d’id.

11Ha Moizez a c’hourc’hémennaz d’ar bobl enn deiz-zé, ô lavarout:

12Ar ré-man̄ a zavô évit binnisien ar bobl, war vénez Garizim, goudé ma vézô treûzet ar Jourdan: Siméon, ha Lévi, ha Juda, hag Isakar, ha Jozef, ha Ben̄jamin.

13Ha râg-énep é savô ar ré-man̄ évit millisien, war vénez Hébal: Ruben, ha Gad, hag Aser, ha Zabulon, ha Dan, ha Neftali.

14Hag al Lévited a gomzô, hag a lavarô da holl dûd Israel gan̄d eur vouéz uc’hel:

15Milliget eo ann dén a ra eur skeûden kizellet pé teûzet, argarzuz d’ann Aotrou, labour dourn eur méchérour, hag hé laka enn eul léac’h kûz; hag ann holl bobl a respoun̄tô, hag a lavarô: Amen.

16Milliget eo ann hini ha na énor két hé dâd hag hé vamm; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

17Milliget eo ann hini a zilec’h harzou hé nésa; hag ann holl bobl a lavarô: Amen. 18 Milliget eo ann hini a laka ann dén-dall da fazia war ann hen̄t; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

18

19Milliget eo ann hini a dorr ar varn é-kén̄ver ann diavésiad, ann emzivad, hag ann in̄tan̄vez; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

20Milliget eo ann hini a gousk gan̄t grég hé dâd, hag a zizôlô pallen é welé; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

21Milliget eo ann hini a gousk gan̄d eul loen-bennâg; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

22Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé c’hoar, merc’h hé dâd pé merc’h hé vamm; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

23Milliget eo ann hini a gousk gan̄d hé vamm-gaer; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

24Milliget eo ann hini a skô gan̄d hé nésa é-kûz; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

25Milliget eo ann hini a zigémer gôprou évit skuḻa ar goad dinam; hag ann holl bobl a lavarô: Amen.

26Milliget eo ann hini ha na choum két stard é geriou al lézen-man̄, ha na zéven két anézhô évit-gwîr; hag ann holl bobl a lavarô: Amen. ———— XXVIII. PENNAD. Bennoz d’ar ré a virô lézen ann Aotrou. Malloz d’ar ré hé zorrô.

← Adlezenn 20Read In The App, Free →Adlezenn 22 →

Study Adlezenn 21

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334