The Bible Software
Adlezenn · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Adlezenn 22

1Hôgen mar sélaouez lézen ann Aotrou da Zoué, oc’h ôber hag ô virout hé holl c’hourc’hémennou a gémennann d’id hiriô, ann Aotrou da Zoué az lakai da véza uc’héloc’h égéd ann holl boblou a choum war ann douar.

2Hag ann holl vennosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod, gan̄t ma sélaoui kélennou ann Aotrou.

3Benniget é vézi er géar, ha benniget er-mèaz.

4Benniget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, ha frouez da loéned, tropellou da zaoud, ha kreier da zén̄ved.

5Benniget é é vézô da zôliérou, ha benniget da zilerc’hiou.

6Benniget é vézi ô von̄d ébarz hag ô von̄d er-méaz.

7Lakaad a rai ann Aotrou da énébourien a zavô enn da énep, da gouéza dira-z-oud: dré eunn hen̄t é teûin̄t enn da énep, ha dré zeiz hen̄t é tec’hin̄t a zira-z-oud.

8Ann Aotrou a gasô hé vennoz war da gaviou, ha war holl labouriou da zaouarn: hag as pennigô enn douar ez pézô bét digan̄t-han̄.

9Ann Aotrou as savô da bobl san̄tel d’ézhan̄ hé-unan, ével ma en deûz hé douet d’id, ma viret gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, ha ma kerzez enn hé hen̄chou.

10Hag ann holl boblou eûz ann douar a wélô pénaoz hanô ann Aotrou a zô galvet war-n-oud, hag é spoun̄tin̄t ra-z-oud.

11Ann Aotrou az lakai da fonnna é pép madou, é frouez da gôf, hag é frouez da loéned, hag é frouez da zouar, en deûz touet ann Aotrou d’as tadou hé rôjé d’id.

12Ann Aotrou a zigorô hé den̄zor {{Reizh|mâb|mâd|-meûrbéd, ann én̄v, évit ma rôi glaô d’as touar enn hé amzer, hag é vennigô holl labouriou da zaouarn, ha té a rôi é prést da galz a boblou, ha na géméri é prést digan̄d hini.

13Ann Aotrou az lakai oud ar penn, ha nann oud al lôst, ha bépréd é vézi a-uz, ha nann a-iz, gan̄t ma sélaoui gourc’hémennou ann Aotrou da Zoué, a gémennann d’id hiriô, ha ma viri ha ma sévéni anézhô;

14Ha na zistrôi két diout-hô, nag a zéou, nag a gleiz, ha na heûli, na na gééli douéed a-ziavéaz.

15Ma na fell két d’id sélaoui mouéz ann Aotrou da Zoué, na mirout, na sévéni hé holl c’hourc’hémennou hag hé lidou, a gémennann d’id hiriô, ann holl vallosiou-man̄ a zeûi war-n-oud, hag a heûliô ac’hanod.

16Milliget é vézi er géar, ha milliget er-méaz.

17Milliget é vézô da zôliérou, ha milliget da zilerc’hiou.

18Milliget é vézô frouez da gôf, ha frouez da zouar, tropellou da zaoud, ha ban̄dennou da zén̄ved.

19Milliget é vézi ô von̄d ébarz, ha milliget ô von̄d er-méaz.

20Ann Aotrou a gasô war-n-oud naounégez ha diénez, hag ar c’hastiz enn holl labouriou a rî; kén n’en dévézô da gaset-da-gét, ha da gollet é berr amzer. enn abek d’as gwall-ôberiou, gan̄t péré ez pézô va dilézet.

21Ann Aotrou a gasô ivé d’id ar vosen, kén n’en dévézô da vévézet diwar ann douar, é péhini éz éz évit béza hé berc’hen.

22Ann Aotrou az gloazô gan̄d ar baouren̄tez, ha gan̄d ann dersien, ha gan̄d ar iénien, ha gan̄d ann domder, ha gan̄d ar c’hrouez, ha gan̄d ar gwall éar, ha gan̄d ann duan, hag é heskinô ac’hanod kén na vézi kollet a-grenn.

23Ann én̄v a zô a-ziouc’h d’id a vézô a arem; hag ann douar a vac’hez a vézô a houarn.

24Ann Aotrou a rôi d’as douar poultr é léac’h glaô; hag eûz ann én̄v é tiskennô ludu war-n-oud, kén na vézi kaset-da-gét.

25Ann Aotrou az lakai da gouéza dirâk da énébourien; dré eunn hen̄t éz î enn hô énep, ha dré zeiz hen̄t é tec’hî, hag é vézi skiñet dré holl rouan̄télésiou ann douar.

26Da gorf marô a vézô da voéd da holl evned ann én̄v ha da loéned ann douar, ha dén n’hô c’hasô-kuît.

27Ann Aotrou a skôi war-n-oud gan̄t gouli ann Éjipt, ha gan̄t gâl, ha gan̄d debron, é kévren ar c’horf dré béhini eo diskarget ar mon: ha na helli két hô iac’haat.

28Ann Aotrou a zigasô d’id follen̄tez, ha dallen̄tez, ha diboell a spéred. (T).

29Enn eur bafala éz î é-kreiz ann deiz, ével ma eo boazet ann dén dall da bafala enn dévalien, ha na reizi két da hen̄chou. É péb amzer é vézi drouk-prézeget (T), hag é vézi mac’het gan̄d ann ners; ha n’az pézô dén évid da denna a boan.

30Eur c’hrég a géméri, hag eunn all a gouskô gan̄t-hi. Eunn tî a zavi, ha na choumi két enn-han̄. Eur winien a blan̄ti, ha na zastumi két hé rézin.

31Da éjenn a vézô lazet dira-z-oud, ha na zébri két anézhan̄. Da azen a vézô skrapet dira-z-oud, ha na vézô két asrôet d’id. Da zén̄ved a vézô rôet d’as énébourien, ha na zeûi dén d’az skoazella.

32Da vipien ha da verc’hed a vézô rôet da eur bobl all; da zaoulagad hô gwélô, hag a wévô dira-z-hô hed ann deiz, ha na vézô két a ners enn da zourn.

33Frouez da zouar, ha frouez da holl labouriou a vézô debret gan̄d eur bobl ha na anavézéz két: bépréd é vézi drouk-prézeget (T), ha bemdez é vézi mac’het:

34Ha saouzanet é vezi gan̄d ar spoun̄t eûz ar péz a wélô da zaoulagad.

35Ann Aotrou a skôi war-n-oud gan̄d eur gwall c’houli enn da zaoulin hag enn da zivesker; ha na helli két béza iac’héet adalek seûl ann troad bété lein ar penn.

36Ann Aotrou az kasô té, hag ar roué ez pézô lékéat war-n-oud, é-kreiz eur bobl ha na anavézi két, na té, na da dadou: hag énô é servichi douéed a-ziavéaz, koat ha mein.

37Ha té a vézô man̄tret, ha té a vézô da c’hoariel d’ann holl boblou é-touez péré en dévézô da gaset ann Aotrou.

38Kalz a hâd a daoli enn douar, ha nébeûd é tastumi; râg ar giḻeien-raden hé zebrô holl.

39Eur winien a blan̄ti hag a bali, ha na évi kéd a wîn anézhî, ha na zastumi nétrâ diout-hi; râg gan̄d ar prén̄ved é vézô gwastet.

40Gwéz-olived éz pézô enn da holl barzou, ha n’en em lardi két gan̄d éôl; râk divésa a rain̄t, hag éz ain̄t da goll.

41Mipien ha merc’hed a c’hani, ha n’az pézô két anézhô enn da gichen (T); râg é sklavérez é vézin̄t kaset.

42Da holl wéz hag holl frouez da zouar a vézô bévézet gan̄d ann duan.

43Ann diavésiad a zô enn da douez enn da zouar, a zavô dreist-oud, hag a vézô uc’heloc’h; hôgen té a ziskennô, hag a vézô izéloc’h.

44Hén̄ eo a rôi é prést d’id, ha té na rôi két é prést d’ézhan̄. Hén̄ eo a vézô oud ar penn, ha té a vézô oud al lôst.

45Ann holl vallosiou-zé a zeûi war-n-oud, a heskinô hag a heûliô ac’hanod, kén na vézi kollet a-grenn; ô véza n’az pézô két selaouet mouéz ann Aotrou da Zoué, ha n’az pézô két miret hé c’hourc’hémennou hag al lidou en deûz kémennet d’id.

46Hag hî a vézô da arouéz ha da vurzud enn-oud, hag enn da wenn da-vikenn:

47O véza n’az pézô két servichet ann Aotrou da Zoué el lévénez, hag é dudi da galoun, é founder pép trâ.

48Servicha a rî da énébour, a gasô d’id ann Aotrou, enn naoun, hag er séc’hed, hag enn noazded, hag enn diénez eûz a bép trâ: hag hén̄ a lakai eur iéô houarn war da chouk, kén n’en dévézô da gaset-da-gét.

49Ann Aotrou a gasô war-n-oud eur bobl a bell, hag eûz a bennou pella ann douar, é doaré eunn er a nîch gan̄t téarded; eur bobl ha na helli két anaout hé iéz;

50Eur bobl rôk-brâz, péhini n’en deûz azaouez é-béd évid ar ré gôz, na truez é-béd évid ar vugaligou.

51Hag hî a zebrô frouez da loéned, ha frouez da zouar, kén na vézi kollet a-grenn: ha na lézô gan-éz nag éd, na gwîn, nag éôl, na tropellou saoud, na ban̄dennou den̄ved, kén n’en dévézô da gaset-da-gét.

52Da vac’ha a rai enn da holl gériou; ha da vuriou kré hag uc’hel, e péré éz pézô lékéat da fisian̄s, a vézô diskaret enn da holl zouar. Grounnet é vézi enn diabarz eûz da bersier enn da holl zouar, a rôi d’id ann Aotrou da Zoué.

53Dibri a rî frouez da gôf, ha kîk da vipien ha da verc’hed en dévézô rôet d’id ann Aotrou da Zoué, gan̄d ar reûz hag ar man̄tr é péré é vézi mac’het gan̄d da énébour.

54Ar goâz kizidik enn da douez, ha gadal-brâz, a zinâc’hô oud hé vreûr hag oud hé c’hrég a zô kousket enn hé gichen,

55Ha na rôi két d’ézhô eûz a gîg hé vipien a béhini é tebrô, ô véza n’en dévézô nétrâ all é-pâd ar grounnadur, hag enn diénez é péhini é vézi dalc’het gan̄d da énébour enn diabarz eûz da bersier.

56Ar vaouez déner ha kizidik, péhini na hellé két kerzout, na lakaad hé zroad war ann douar, gan̄d hé dinerzded hag hé c’hizidigez-vrâz, a zinac’hô oud hé ozac’h a zô kousket enn hé c’hichen, rei d’ézhan̄ eûz a gîg hé mâb hag hé merc’h,

57Hag eûz ann hudurnez kiguz a zeû eûz hé c’hôf, hag eûz ar bugel névez ganet: râg hî a zebrô hô bugalé é-kûz, enn abek d’ann diénez eûz a bép trâ é-pâd ar grounnadur ha d’ar man̄tr gan̄t péhini é vézi mac’het gan̄d da énébour enn diabarz eûz da bersier.

58Ma na virez két ha ma na réz két holl geriou al lézen-man̄, a zô skrivet el levr-man̄, ha ma na zoujez két hé hanô meûleûduz hag eûzuz, da lavaroud eo, ann Aotrou da Zoué;

59Ann Aotrou a gresko da c’houliou, ha gouliou da wenn, gouliou brâz ha ken̄dalc’huz, klén̄véjou droug ha peûr-baduz.

60Lakaad a rai da zistrei war-n-oud holl c’houliou ann Éjipt, râk péré éz pôa aoun, hag hî en em stagô ouz-id:

61Hag ouc’h-penn ann Aotrou a zigasô war-n-oud ann holl glen̄véjou, hag ann holl c’houliou, pére n’in̄t két skrivet war levr al lézen-man̄, kén na vézi diskaret gan̄t-han̄.

62Hag enn eunn niver bihan é choumi, goudé béza bét ken̄t ker paot ha stéred ann én̄v, ô véza n’az pézô két sélaouet mouéz ann Aotrou da Zoué.

63Hag ével ma eo en em laouénéet ann Aotrou war-n-hoc’h, oc’h ôber vâd d’é-hoc’h hag ô kreski ac’hanoc’h é niver (T), ével-sé en em laouénai oc’h hô kolla hag oc’h hô kâs-da-gét, évit ma viot tennet diwar ann douar é péhini éz î évit béza hé berc’hen.

64Ann Aotrou a skiñô ac’hanod é-touez ann holl boblou, eûz ann eil penn d’ar penn all eûz ann douar: hag é servichi énô douéed a-ziavéaz péré na anavézéz két, na té na da dadou. Douéed koat ha mein.

65Hag é-touez ar boblou-zé n’az pézô két a éhan, ha na vézô két a ziazez da zeûl da droad: râg ann Aotrou a rôi d’id énô eur galoun spoun̄tik, ha daoulagad gwévet, hag eunn éné man̄tret gan̄t glac’har.

66Da vuez a vézô ével a-zispiḻ dira-z-oud. Aoun az pézô nôz-deiz, ha na grédi két enn da vuez.

67Diouc’h ar min̄tin é liviri: Piou a rôi d’in ar pardaez? Ha diouc’h ar pardaez: Piou a rôi d’in ar min̄tin? Enn abek da aoun da galoun ha d’ar péz a wéli gan̄d da zaoulagad, é vézi spoun̄tet.

68Ann Aotrou az kasô adarré war listri d’ann Éjipt, dré eunn hen̄t dré béhini en dôa lavaret d’id n’her gwélchez mui. Énô é vézi gwerzet d’as énébourien, évit béza da vévellou ha da vitisien, ha na vézô két kalz a dûd évit da bréna. ———— XXIX. PENNAD. Kévrédigez krétéet étré Doué hag Israel. Gourdrouz a-éneb ar ré a dorrô ar gévrédigez.

← Adlezenn 21Read In The App, Free →Adlezenn 23 →

Study Adlezenn 22

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

12345678910111213141516171819202122232425262728293031323334