The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 15

1Hôgen nebeûd amzer goudé, pa dôstéé ar préd da védi ar gwiniz, ô véza deûet c’hoan̄t da Zamson da wélout hé c’hrég, é teûaz hag é tougaz d’ézhi eur menn-gavr. Ha pa venné gan̄t-han̄ mon̄d ébarz enn hé c’hambr hervez ma oa boazet da ôber, hé zâd a viraz out-han̄, ô lavarout:

2Mennet em eûs pénaoz éz pôa kâs out-hî, ha râk-sé em eûz hé rôet da unan eûz da viñouned: hôgen eur c’hoar é deûz hag a zô iaouan̄koc’h ha kaéroc’h évit-hî; kémer-hî da c’hrég enn hé léac’h.

3Ha Samson a lavaraz d’ézhan̄: Hivizikenn ar Filistined n’hô dévézô nétra da damallout d’in: rak mé a raiô drouk d’ézhô.

4Mon̄d a réas hag é kéméras tri c’han̄t louarn, hag hô stagaz daou ha daou lôst ouc’h lôst, hag é éréaz goulaouennou brâz étré-z-hô.

5Ha goudé béza lékéat ann tân enn-hô, é laoskaz al lern, évit ma rédchen̄t tû-man̄ ha tû-hon̄t. Ar ré-man̄ a iéaz râk-tâl a-dreûz da édou ar Filistined, é péré é lékéjon̄t ann tân; hag ann éd a oa éréet é malanou, hag ann éd war droad, holl é oen̄t devet: ha dévet é oé ivé ar gwiniennou hag ar gwéz-olived.

6Hag ar Filistined a lavaraz: Piou en deûz gréat kémen̄t-sé? Ha lavaret é oé d’ézhô: Samson eo, mâb-kaer eunn dén eûz a Damnata, péhini en deûz lamet hé c’hrég digan̄t-han̄ évid hé rei da eunn all, en deûz gréat kémen̄t-sé. Hag ar Filistined a biñaz hag a zévaz ar c’hrég gan̄t hé zâd.

7Ha Samson a lavaraz d’ézhô: Pétrâ-bennâg ma hoc’h eûz gréat ével-sé, é fell d’in c’hoaz koulskoudé en em ven̄ji ac’hanoc’h, ha goudé zé é paouézinn.

8Hag hén̄ hô zréc’haz hag a réas eul lazérez brâz anézhô; enn hévélep doaré ma oen̄t souézet brâz, ha ma lékéjon̄t hô gâr war hô morzed. Ha Samson a ziskennaz hag a iéaz da choum é kéô roc’h Étam.

9Ar Filistined éta a bin̄az é douar Juda hag a zisplégaz hô zeltou el léac’h a zô bét hanvet a-c’houdévéz Léc’hi, da lavaroud eo, Karvan, é péléac’h é oé tréc’het hô armé.

10Ha bugalé Juda a lavaraz d’ézhô: Pérâg oc’h-hu piñet enn hon énep? Hag hî a lavaraz: Deûet omp évid éréa Samson hag évid disteûrel d’ézhan̄ ann droug en deûz gréat d’éomp.

11Tri mil den eûz a vreûriez Juda a ziskennaz éta da géô roc’h Étam hag a lavaras da Zamson: Ha na ouzoud-dé két pénaoz ar Filistined hô deûz galloud war-n-omp? Pérâg éc’h eûz-té gréat kémen̄t-sé? Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Ével ma hô deûz gréat d’in, em eûz gréat dézhô.

12Deûed omb, émé-z-hô, évid da éréa, ha da lakaad ac’hanod étré daouarn ar Filistined. Ha Samson a lavaraz dézhô: Touit, ha rôit hô kér d’in pénaoz na lazot két ac’hanoun.

13Hag hî a lavaraz: Na lazimp két ac’hanod, hôgen da éréa a raimp, hag é likiimp ac’hanod étré hô daouarn. Hag hî a éréaz anézhan̄ gan̄d diou gorden névez, hag a zigasaz anézhan̄ eûz a roc’h Étam.

14Pa oé deûet hén̄ da léac’h ar Garvan, ha pa zeûé ar Filistined d’hé gavout eno eur c’harmi, spéred ann Aotrou a grogaz é Samson: hag ével ma losk al lin kerken̄t ha ma tôsta ann tân out-han̄, ével-sé ar c’herdin gan̄t péré é oa éréet a dorraz hag en em zistagaz.

15Hag ô véza kavet eur garvan, da lavaroud eo, eur garvan azen, a oa war ann douar, é kéméraz anézhi hag é lazaz gan̄t-hi mil dén.

16Hag hén̄ a lavaraz: Gan̄d eur garvan azen, gan̄t karvan ébeûl eunn azénez em eûz hô zréc’het hag em eûz lazet mil dén.

17Ha p’en dôé peûr-lavaret kémen̄t-sé enn eur gana, é taolaz ar garvan eûz hé zourn hag é c’halvas al léac’h-zé Ramat-Léchî, da lavaroud eo, krec’hen ar garvan.

18Hag ô véza deûet da gaout eur sec’hed brâz, é c’harmaz oud ann Aotrou hag é lavaraz: Té éc’h eûz rôet da zourn d’as servicher enn dieûb brâs-man̄ hag enn tréac’h: ha chétu é varvann gan̄d ar séc’hed hag é kouézinn étré daouarn ar ré zienwadet.

19Ann Aotrou éta a zigoraz unan eûz a gilden̄t ar garvan azen, hag é tilammaz dour anézhan̄. Hag hén̄ a évaz, hag a wellaaz d’hé spéred, hag a zistrôaz d’hé ners. Râk-sé eo bét hanvet al léac’h-zé bétég henn: feun̄teun ar garvan dré bidi Doué. (T).

20Ha Sâmson a varnaz Israel é deisiou ar Filistined é-pâd ugen̄t vloaz. ———— XVI. PENNAD. Samson a gémer dôriou Gaza. Dalila a drouc’h hé vléô d’ézhan̄. Hé varô.

← Levr ar Varnerien 14Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 16 →

Study Levr ar Varnerien 15

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021