The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 17

1Enn amzer-zé é oé eunn dén eûz a vénez Éfraim hanvet Mikas,

2Péhini a lavaraz d’hé vamm: Ann unnék kan̄t péz arc’han̄t éz pôa lékéat a dû évid-od, ha diwar-benn péré ez poa touet dira-z-oun, chétu em eûz hî, hag em zi émin̄t. Hag hî a lavaraz d’ezhan̄: Ra vézi benniget, va mâb, gan̄d ann Aotrou.

3Mikas hô rôaz éta d’hé vamm, péhini é dôa lavaret d’ézhan̄: Sakret ha gwéstlet em eûz ann arc’han̄t-zé d’ann Aotrou, évit ma hé zigémérô va mâb eûz va dourn, ha ma rai gan̄t-han̄ eur skeûden kizellet ha teûzet, ha bréma hé rôann d’id.

4Hô rei a réaz éta d’hé vamm: hag hî a géméraz daou c’han̄t péz arc’han̄t, hag hô rôaz da eunn arc’han̄ter évid ôber gan̄t-hô eur skeûden kizellet hag unan teûzet, a choumaz é ti Mikas.

5Ober a réaz ivé Mikaz eunn templik enn-han̄ évid ann Doué, gan̄d eunn éfod, ha térafimou, da lavaroud eo, ar zaé a vélek hag ann idolou: hag hén̄ a gargaz dourn unan eûz hé vipien, hag hel lékéaz da vélek d’éz-han̄.

6Enn amzer-zé na oa roué é-bed enn Israel, hôgen pép-hini a réa ével ma kavé d’ézhan̄ éz oa mâd. (T).

7Béz’ éz oa ivé eunn dén iaouan̄k all eûz a Vétléhem Juda, eûz hé géren̄tiez, péhini a oa Lévit hag a choumé énô.

8Éad é oa er-méaz eûz a géar Bétléhem évit mon̄d é pirc’hirinded ha choum el léac’h ma kafché mâd. Ha pa oé deûet da vénez Éfraimp pa édô enn hen̄t, é tistrôaz eunn nébeût étrézé ti Mikas

9Ha Mikas a c’houlennaz digan̄t-han̄ a béléac’h é teûé. Hag hén̄ a lavaraz: Lévit ounn eûz a Vétléhem Juda, hag é kerzann évit choum el léac’h ma hellinn ha ma kavinn gwella.

10Ha Mikas a lavaraz d’ézhan̄: Choum em zî, ha béz d’in da dâd ha da vélek: ha mé a rôiô d’id bép ploaz dék péz arc’han̄t ha diou zaé hag ar péz a zô réd évit béva.

11Al Lévit a rôaz hé c’hrâd hag a choumaz é tî Mikas; hag é oé enô ével unan eûz hé vipien.

12Ha Mikas a gargaz hé zourn, hag a viraz ann dén-iaouan̄k da vélek enn hé dî,

13O lavarout: Bréma éc’h ouzoun pénaoz é rai Doué vâd d’in, pa em eûz eur bélek eûz a wenn Lévi. ———— XVIII. PENNAD. Mipien Dan a skrap idol Mikas, hag a gâs gan̄t-hô hé Lévit.

← Levr ar Varnerien 16Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 18 →

Study Levr ar Varnerien 17

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021