The Bible Software
Levr ar Varnerien · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr ar Varnerien 12

1Hôgen eunn dispac’h a zavaz enn Éfraim, ha tûd ar vreûriez-zé ô tréménout war-zû ann han̄ter-nôz, a lavaraz da Jefté: Pérâk pa oud éat da stourmi out mipien Ammon, né két fellet d’id hor gervel da von̄t gan-ez? En̄tana a raimb éta da dî.

2Ha Jefté a lavaraz d’ézhô: Eur striv brâz a ioa étré mé ha va bobl ha mipien Ammon: hô kalvet em eûz évit rei skoazel d’in, ha né két fellet d’é-hoc’h hé rei.

3Pa em eûz gwélet kémen̄t-sé, em eûz lékéat va buez étré va daouarn, em eûz kerzet out mipien Ammon, hag ann Aotrou en deûz hô lékéat étré va daouarn. Pénaoz em eûz mé dellézet é teûfac’h da zével em énep évit stourmi ouz-in?

4Jefté éta ô véza galvet a dû gan̄t-han̄ holl dûd Galaad, a stourmaz out Éfraim: ha tûd Galaad a dréc’haz ré Éfraim, ô véza m’hô dôa lavaret: Galaad a zô eunn tec’her eûz a Éfraim, hag a choum é-kreiz Éfraim ha Manasé.

5Hag ar C’halaadied a géméraz gwéviou ar Jourdan, dré béré é tlié distrei ann Éfraimied. Ha pa zeûé étrézég énô unan eûz a Éfraim a dec’hé hag a lavaré: Va lez, mé az péd, da dreûzi; ar C’halaadied a lavaré d’ézhan̄: Ha n’oud két eunn Éfraléad? Ma lavaré: n’ounn két;

6É lavaren̄t d’ézhan̄: Lavar éta Schibbolet, da lavarout eo eur penn-éd. Hag hén̄ a lavaré Sibbolet, hag ar gér-zé na oa két da lavarout eur penn-éd; râk-tâl é krogen̄t enn-han̄ hag é vougen̄t anézhan̄ é treiz ar Jourdan. Hag hî a lazaz enn amzer-zé daou vil war-n-ugen̄t eûz a dûd Éfraim.

7Jefté eûz a C’halaad a varnaz éta Israel a-héd c’houéac’h vloaz: hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet enn hé géar Galaad.

8Goudé hé-man̄ Abésan, eûz a Vétléhem, a varnaz Israel.

9Béz’ en dôé trégon̄t mâb, ha kémen̄d all a verc’hed, péré a zimézaz er-méaz eûz ar géar; ha kémen̄d all a c’hragez a rôaz d’hé vipien. Hag hén̄ a varnaz Israel a-héd seiz vloaz:

10Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Bétléhem.

11Goudé hé-man̄ é oé barner Ahialon, eûz a Zabulon: hag hén̄ a varnaz Israel a-héd dék vloaz:

12Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Zabulon.

13Goudé hé-man̄ Abdon, mâb Illel eûz a Faraton, a varnaz Israel.

14Béz’ en dôé daou-ugen̄t mâb, ha trégon̄t mâb-bihan deûet diout-hô, péré a biñé war zég ébeûl ha tri-ugen̄t a azénéz: hag hén̄ a varnaz Israel a-héd eiz vloaz:

15Hag hén̄ a varvaz, hag a oé bésiet é Faraton, é brô Éfraim, war vénez Amalek. ———— XIII. PENNAD. Bugalé Israel dindân béli ar Filistined. Ganédigez Samson.

← Levr ar Varnerien 11Read In The App, Free →Levr ar Varnerien 13 →

Study Levr ar Varnerien 12

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021