Levr Yehoshoua 16
1Al lôden a zigwézaz dré ar sort da vugalé Jozef, a oe ar vrô adaleg ar Jourdan râg-énep da Jériko ha da zouréier ar ster-zé, war-zû ar sâv-héol: ann distrô a biñ eûz a Jériko da vénez Bétel.
2Hag éz â eûz a Vétel da Luza; hag é trémen a-héd harzou Arki étrézé Atarot.
3Hag é tiskenn war-zû ar c’hûs-héol étrézég harzou Jéflet ha bétég harzou Bethoron ann izéla, ha bété Gazer; hag hé vrô a zô bévennet gan̄t ar môr brâz:
4Chétu pétrâ hô deûz bét bugalé Jozef, Manasé hag Éfraim.
5Hag harzou bugalé Éfraim a oé lékéat ével-henn hervez hô c’heren̄tiézou: hô digwéz war-zû ar sâv-héol a oé eûz a Atarotaddar bété Béthoron ann uc’héla;
6Hag ar penn pella anézhan̄ a oé oud ar môr. Mac’hmétat a zell oud ann han̄ter-nôz, hag a drô war zû ar sâv-héol étrézé Tanatsélô; hag é trémen eûz ar sâv-héol bété Janoé;
7Hag é tiskenn eûz a Janoé bétég Atarot ha Naarata; é teû da Jériko, hag hé benn pella a zô oud ar Jourdan.
8Eûz a Dafua é trémen a-héd ar môr bété traon̄ien ar raoz, hag é kémer hé zivez oud ar môr sall-brâz. Chétu digwéz breûriez bugalé Éfraim hervez hô c’héren̄tiézou.
9Eûz a greiz digwéz bugalé Manasé é oé rannet keriou hag hô bourc’hiou évid hô rei da vugalé Éfraim. 1O. Bugalé Éfraim na lazchon̄t két ar C’hananéed a choumé é Gazer, hag ar C’hananéed a zô choumet bété vréma é-kreiz bugalé Éfraim, ô paéa gwiriou d’ézhô. ———— XVII. PENNAD. Lôden Manasé.