Levr Yehoshoua 22
1Goudé ma oé tréménet kalz a amzer, abaoé m’en dôa ann Aotrou rôet ar péoc’h da Israel, ha lékéat ann holl vrôadou da bléga dindan-han̄, ha Jozué ô véza dijâ kôz hag hîr-hoalet;
2Jozué a c’halvaz Israel, hag ann hénaoured, hag ar brin̄sed, hag ar pennôu brâz, hag ar varnerien, hag é lavaraz d’ézhô: Kôz ounn, hag hîr-hoalet.
3C’houi a wél kémen̄d en deûz gréat ann Aotrou hô Toué d’ann holl vrôadou war hô trô, é pé zoaré en deûz hé unan stourmet évid-hoc’h:
4Ha pénaoz en deûz lôdennet d’é-hoc’h dré ar sort ann holl zôuar-man̄, adalek tû ar c’hûs-héol eûz ar Jourdan bétég ar môr brâz, pétrâ-bennâg ma choum c’hoaz kalz brôadou:
5Ann Aotrou hô Toué hô c’hollô hag hô c’hasô-da-gét dira-z-hoc’h, hag é perc’hennot ann douar-zé, ével ma en deûz hé douet d’é-hoc’h.
6Koulskoudé en em grévait, ha mirit gan̄t préder kémen̄d a zô skrivet é levr lézen Moizez: ha na zistrôit diout-han̄ nag a zéou nag a gleiz;
7Gan̄d aoun, goudé ma viot éat é douar ar brôadou-zé, péré a vézô enn hô touez, na zeûfac’h da doui é hanô hô douéed, d’hô servicha ha d’hô azeûli:
8Hôgen ma en em stagot oud ann Aotrou hô Toué, ével ma hoc’h eûz hé c’hréat bété vréman̄
9Ha neûzé ann Aotrou Doué a lamô a zira-z-hoc’h ar brôadou-zé brâz ha galloudek, hag hini na hellô énébi ouz-hoc’h.
10Unan ac’hanoc’h hép-kén a iélô wâr-lerc’h mil dén eûz hoc’h énébourien, ô véza ma stourmô ann Aotrou hô Toué hé unan évid-hoc’h, ével ma en deûz hé douet.
11Likid évez mâd hép-kén ma kerrot ann Aotrou hô Toué.
12Mar fell d’é-hoc’h en em staga out faziou ar brôadou-zé a choum enn hô touez, hag en em gemmeski gan̄t-hô gan̄d dimiziou, hag en em unani gan̄t-hô gan̄t karan̄tésiou:
13Gwézit a-vréman̄ pénaoz ann Aotrou hô Toué n’hô lamô két a zira-z-hoc’h, hôgen ma teûin̄t d’é-hoc’h da roued ha da lindâg, ha da vroud oud hô kostez, ha da zréan enn hô taoulagad, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h.
14Chétu émounn daré hiriô da von̄t é hen̄t ann douar holl; ha c’houi a oar gan̄t péb anaoudégez pénaoz eûz a gémen̄t gér en deûz touet ann Aotrou é rôjé d’é-hoc’h, n’eûz tréménet hini héb béza bét sévénet.
15Ével éta ma en deûz sévénet kémen̄d en dôa touet d’é-hoc’h, ha ma eo deûet pép trâ da vâd; ével-sé é tigasô war-n-hoc’h ann holl reûziou a béré en deûz hô kourdrouzet, kén n’en dévézô hô lamet hag hô kollet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h;
16O véza ma hô pézô torret ar gévrédigez en dôa gréat ann Aotrou, hô Toué, gan-é-hoc’h, ma hô pézô servichet hag azeûlet douéed a ziavéaz: ha râk-tâl é savô buanégaz ann Aotrou ouz-hoc’h, hag e viot lamet diwar ann douar mâd-meûrbéd-man̄ en deûz rôet d’é-hoc’h. ———— XXIV. PENNAD. Kévrédigez ar bobl gan̄d ann Aotrou. Marô Jozué hag Eléazar ar Bélek-brâz.