Eil Levr an Danevelloù 13
1Hôgen David a strollaz é kuzul ar villénerien, hag ar c’han̄ténerien, hag ann holl brin̄sed,
2Hag a lavaraz da holl strollad Israel: Mar d-eo dâ gan-é-hoc’h, ha ma teû digan̄d ann Aotrou, hon Doué, ar péz az ann da lavaroud d’é-hoc’h, kasomp étrézég hor breûdeûr all é holl vrô Israel, hag étrézég ar véleien, hag al Lévited, péré a choum é faboursiou ar c’heriou, évit ma en em strollin̄t gan-é-omp;
3Ha ma tigasimp adarré arc’h hon Doué étrézég enn-omp: râk n’hon eûz két hé c’hlasket é deisiou Saül.
4Hag ann holl strollad a lavaraz é vijé gréat evel-se; râg al lavar-zé a oa bét kavet mâd gan̄d ann holl bobl.
5David éta a strollaz Israel holl, adalek Sibor ann Éjipt, bétég hen̄t Émat, évid digas arc’h Doué eûz a Gariatiarim.
6Ha David a biñaz, hag Israel holl gan̄t-han̄, da gréac’h Kariatiarim, a zô é Juda, évid digas ac’hanô arc’h ann Aotrou Doué a zô azézet war ar gérubined, hag é péléac’h eo galvet hô hanô.
7Hag hî a zigasaz arc’h Doué war eur c’harr névez eûz a di Abimadab; hôgen Oza hag hé vreûr a vlén̄é ar charr.
8Ha David, hag Israel holl a c’hoarié dirâk Doué eûz hô holl ners, gan̄d hô c’hanaouennou, ha gan̄t télennou, ha gan̄t lirennou, ha gan̄t taboulinou, ha gan̄t simbalou, ha gan̄t korniou.
9Hôgen pa oen̄t deûet war-harz leûr Chidon, Oza a astennaz hé zourn évid harpa ann arc’h: râg eunn éjenn ô véza gwin̄ket eunn nébeût en dôa hé lékéat da gostéri.
10Droug a zavaz éta enn Aotrou a-éneb Oza, hag hén̄ a skôaz gan̄t-han̄, ô véza m’en dôa lékéat hé zourn war ann arc’h: hag hén̄ a varvaz énô dirâg ann Aotrou.
11Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou; hag hén̄ a c’halvaz al léac’h-zé: kastiz Oza, bétég-henn.
12Hag hén̄ en dôé aoun vrâz râg ann Aotrou enn deiz-zé, hag é lavaraz: Pénaoz é hellinn-mé digas arc’h Doué em zî?
13Râk-sé eo na fellaz két d’ézhan̄ hé c’hâs d’hé dî, da lavaroud eo, é kéar David; hôgen lakaad a réaz hé distrei hag hé c’hâs da dî Obédédom eûz a C’het.
14Arc’h Doué a choumaz éta é ti Obédédom a-hét tri miz; hag ann Aotrou a vennigaz hé dî, ha kémen̄t en dôa. ———— XIV. PENNAD. Gragez ha mipien David.