The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 14

1Neûzé Hiram, roué Tir, a gasaz kannaded da Zavid, gan̄t koat sedr; ha bénérien-vein, ha kilvizien, évit sével eunn tî d’ézhan̄.

2Ha David a anavézaz pénaoz en dôa ann Aotrou hé grétéet da roué war Israel, ha pénaoz en dôa savet hé rouan̄télez war hé bobl a Israel.

3Ha David a géméraz gragez all é Jéruzalem; hag hén̄ en dôé mipien ha merc’hed.

4Ha c’hétu aman̄ hanvou ar ré a zô bét ganet d’ézhan̄ é Jéruzalem: Samua, ha Sobab, ha Natan, ha Salomon,

5Ha Jébahar, hag Élisua, hag Élifalet,

6Ha Noga, ha Nafeg, ha Jafia,

7Hag Élisama, ha Baaliada, hag Élifalet.

8Pa glévaz ar Filistined pénaoz é oa bét éôliet David da roué war Israel, é piñchon̄t holl évid hé glaskoul. Pa glévaz David kémen̄t-se, éz éaz er-méaz d’hô diarbenna.

9Hôgen ar Filistined a zeûaz, hag en em skiñaz dré draon̄ien Rafaim.

10Ha David a c’houlennaz kuzul digan̄d ann Aotrou, ô lavarout: Ha piña a rinn-mé a-énep ar Filistined, hag hô lakaad a ri-dé étré va daouarn? Hag ann Aotrou a lavaraz d’ézhan̄: Piñ, ha mé hô lakai étré da zaouarn.

11Pa oé éta piñet ar ré-man̄ da Vaalfarasim, é tréc’haz énô David anézhô, hag é lavaraz: Skiñet eo gan̄d Doué va énébourien, ével ma eo skiñet ann douréier. Râk-sé eo é oé galvet al leac’h-zé Baalfarasim.

12Hag hî a lézaz éné hô douéed, ha David a c’hourc’hémennaz ma vijen̄t dévet.

13Ar Filistined a réaz eunn argaden eur wéach all, hag hî en em skiñaz dré ann draon̄ien.

14Ha David a c’houlennaz adarré kuzul digan̄d Doué; ha Doué a lavaraz d’ézhan̄: Na bîñ két war hô lerc’h, pella diout-hô; hag é tistrôi out-hô pa vézi râg-énep d’ar gwéz-pér.

15Ha pa glévi ével trouz eur ré ô kerzout war bék ar gwéz-pér, neûzé éz î d’ann emgann: râk neûzé en dévézô kerzet Doué enn da raok, évit skei war gamp ar Filistined.

16David a réaz éta ével m’en dôa ann Aotrou gourc’hémennet d’ézhan̄; hag hén̄ a dréc’haz ar Filistined, adalek Gabaon bété Gazer.

17Hag hanô David a oé brudet-brâz dré ann holl vrôiou; hag ann Aotrou a lékéaz spoun̄t diwar hé benn é-touez ann holl boblou. ———— XV. PENNAD. David a zan̄s é-raog ann arc’h.

← Eil Levr an Danevelloù 13Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 15 →

Study Eil Levr an Danevelloù 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829