The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 2

1Hôgen mipien Israel: Ruben, Siméon, Lévi, Juda, Isakar, ha Zabulon,

2Dan, Jozef, Ben̄jamin, Neftali, Gad hag Aser.

3Mipien Juda: Her, Onan, ha Séla; ann tri-zé a zô bét ganet d’ézhan̄ gan̄t merc’h Sué ar Gananéadez. Hôgen Her, ken̄ta-ganet Juda, a oé eunn dén drouk dirâg ann Aotrou, péhini hel lékéaz da vervel.

4Hôgen Tamar, merc’h-kaer Juda, a c’hanaz d’ézhan̄ Farez ha Zara; râk pemp mâb en dôé Juda.

5Hôgen mipien Farez: Hesron hag Hamul.

6Ha mipien Zara a oé pemp: Zamri, hag Étan, hag Éman, ha Kalkal, ha Dara.

7Mipien Kanni: Ac’har, péhini a lékéaz ar reûstl é Israel, hag a béc’haz gan̄t laéron̄si ann anaoué.

8Mipien Étan: Azarias.

9Hôgen mipien Hesron péré a zô ganet d’ezhan̄: Jéraméel, ha Ram, ha Kalubi.

10Hôgen Ram a oé tâd (T) Aminadab. Hôgen Aminadab a oé tâd (T) Nabason, prin̄s bugalé Juda.

11Ha Nabason a oé tâd (T) Salma, a béhini eo ganet Booz.

12Hôgen Booz a oé tâd (T) Obed, péhini a oé tâd (T) Isai.

13Hôgen Isai a en̄géhen̄taz hé vap-héna Éliab, hé eil Abinadab, hé drédé Simmas,

14Hé bévaré Natanael, hé bempved Raddai,

15Hé c’houec’hved Asom, hé zeizved David.

16Hô c’hoarézed a oé Sarvia hag Abigail. Mipien Sarvia: Abisai, Joab, hag Asael; trî anézhô.

17Hôgen Abigail a c’hanaz Amasa, péhini en dôé da dâd Jéter, ann Ismaélit.

18Hôgen Kaleb, mâb Hesron, a géméraz eur c’hrég hanvet Azuba, a béhini é c’hanaz Jériot, hag hé vipien a oé Jazer, ha Sobab, hag Ardon.

19Ha pa oé marô Azuba, Kaleb a géméraz da c’hrég Éfrata, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Hur.

20Hôgen Hur a oé tâd (T) Uri: hag Uri a oé tâd (T) Bézéléel.

21Goudé-zé Hesron a géméraz da c’hrég merc’h Mac’hir, tâd Galaad. Tri-ugen̄t vloaz en dôa pa zimézaz gan̄t-hi; hag hî a c’hanaz d’ézhan̄ Ségub.

22Hôgen Ségub a oé tâd (T) Jair, hag en dôé enn hé gers teir géar war-n-ugen̄t é brô Galaad.

23Hag hén̄ a géméraz Gesur hag Aram, keriou Jair, ha Kanat, gan̄d hé dri-ugen̄t bourc’h a ioa ével keriou. Ar ré-man̄ holl a oa mipien da Vac’hir, tâd Galaad.

24Hôgen pa oé marô Hesron, Kaleb a géméraz Éfrata da c’hrég. Hesron en dôa bét ivé da c’hrég Abia, péhini a c’hanaz d’ézhan̄ Ashur, tâd Tékna.

25Hôgen Jéraméel, mâp héna Hesron, en dôé da vipien, Ram hé vâp héna, ha Buna, hag Aram, hag Asom, hag Ac’hia.

26Jéraméel en dôé eur c’hrég all hanvet Atara, a oé mamm da Onam.

27Mipien Ram, mâp héna Jéraméel, a oé Mous, ha Jamin, hag Akas.

28Hôgen Onam en dôé da vipien, Sémei, ha Jada. Hôgen mipien Sémei: Nadale hag Abisur.

29Grég Abisur a oa hanvet Abihail, hag a c’hanaz d’ézhan̄ Ahobban, ha Molid.

30Hôgen mipien Nadab a oé Saled, hag Apfaim; hôgen Saled a varvaz hép bugalé.

31Hôgen mâb Apfaim, Jési; ha Jési a oé tad Sésan; ha Sésan a oé tâd Obolai.

32Hôgen mipien Juda, breûr Sémei: Jéter ha Jonatan; hôgen Jéter a varvaz hép bugalé.

33Hôgen Jonatan a oé tâd Falet ha Ziza. Ar ré-man̄ a oé mipien Jéraméel.

34Hôgen Sésan n’en dôé két a vipien, hôgen merc’hed; hag eur sklav Éjiptian hanvet Jéraa,

35Da béhini é rôaz hé verc’h da c’hrég; hag houman̄ a c’hanaz d’ézhan̄ Etei.

36Hôgen Étei a oé tâd (T) Natan, ha Natan a oé tâd (T) Zabad.

37Ha Zabad a oé tâd Oflal, hag Oflal a oé tâd Obed.

38Hag Obed a oé tâd Jéhu, ha Jéhu a oé tâd Azarias.

39Hag Azarias a en̄géhen̄taz Hellez, hag Hellez a en̄géhen̄taz Élasa.

40Hag Élasa a en̄géhen̄taz Sisamoi, ha Sisamoi a en̄géhen̄taz Sellum.

41Ha Sellum a en̄géhen̄taz Ikamia, hag Ikamia a en̄géhen̄taz Élisama.

42Hôgen mipien Kaleb, breûr Jéraméel: Mésa hé vâp héna, péhini a oé tâd da Zif, ha mipien Marésa, tâd Hébron.

43Hôgen mipien Hébron: Koré, ha Tafera, ka Resem, ha Samma.

44Hôgen Samma a oé tâd Rabam, tâd Jerkaam, ha Résem a oé tâd Sammai.

45Mâb Sammai: Maon; ha Maon a oé tâd da Vetsur.

46Hôgen Éfa, serc’h Kaleb, a c’hanaz Haran, ha Mosa, ha Gésez. Hôgen Haran a en̄géhen̄taz Gézes.

47Hôgen bugalé Jahaddai: Régom, ha Joatan, ha Gésan, ha Falet, hag Éfa, ha Saaf.

48Maac’ha, serc’h Kaleb, a c’hanaz Saber, ha Tarana.

49Hôgen Saaf, tâd Madména, a en̄géhentaz Sué, tâd Mac’hbéna, ha tâd Gabaa. Hôgen merc’h Kaleb a oé Ac’hsa.

50Ar ré man̄ a oé ivé bugalé da Galeb, mâb Hur, mâp héna Éfrata: Sobal, tâd Kariatiarim,

51Ha Salma, tâd Bétléhem, hag Harif, tâd Betgader.

52Hôgen Sobat, tâd Kariatiarim, péhini en dôa enn hé gers ann han̄ter eûz ar vrô é péhini é choumé, en dôé ivé mipien.

53Hag eûz a géren̄tiézou Kariatiarim: ar Jétréed, hag ann Afutéed, hag ar Sématéed, hag ar Vaséréed. Eûz ar ré-zé eo deûet ar Saraited, hag ann Estaolited.

54Mipien Salma: Bétléhem ha Nétofati, péré a zô kurunen tî Joab, hag ann han̄ter eûz a gers Sarai.

55Hag ivé kéren̄tiezou ar skribed a zô ô choum é Jabez, péré a gan hag a zon gan̄d ar binviou, hag a choum dindân teltou. Ar ré-zé eo ar Sinéed, péré a zô deûet eûz a Galor, tâd tî Réc’hab. ———— III. PENNAD. Nésted David hag ar rouéed Juda eûz a wenn David.

← Eil Levr an Danevelloù 1Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 3 →

Study Eil Levr an Danevelloù 2

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829