The Bible Software
Eil Levr an Danevelloù · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Eil Levr an Danevelloù 7

1Hôgen mipien Isakar: Tola, ha Fua, ha Jasub, ha Siméron; pévar.

2Mipien Tola: Ozi, ha Rafaia, ha Jériel, ha Jémai, ha Jebsem, ha Samuel, prin̄sed é tiez hô c’héren̄tiézou. Eûz a wenn Tola é oé nivéret é deisiou David, daou vil dén war-n-ugen̄t ha c’houec’h kan̄t, holl tûd eûz ar ré galounéka.

3Mipien Ozi: Izrahia, a béhini Mikael, hag Obadia, ha Johel, ha Jésia, hô femp prin̄sed.

4Ha gan̄t-hô hervez hô ziadou hag hô foblou c’houec’h mil dén ha trégon̄t mil, tûd kalounék-brâz ha daré d’ar brézel; râk kalz a c’hragez hag a vugalé hô dôa bét.

5Hag ivé hô breûdeûr hervez holl géren̄tiez Isakar, d’ann niver eûz a zeiz mil dén ha pévar-ugen̄t mil, tûd kré-brâz évid ar brézel.

6Mipien Ben̄jamin: Béla, ha Béc’hor, ha Jadiel; trî.

7Mipien Béla: Esbon, hag Ozi, hag Oziel, ha Jérimot, hag Urai, pemp prin̄s a diadou, ha kré-brâz évid ar brézel; hôgen ann niver anézhô a oa eûz a zaou vil dén war-n-ugen̄t pévar ha trégon̄t.

8Ha mipien Béc’hor: Zamira, ha Joas, hag Éliézer, hag Élioénai, hag Amri, ha Jérimot, hag Abia, hag Anatot, hag Almat; ar ré-zé holl mipien Béc’hor.

9Hôgen ann niver anézhô hervez hô ziadou, ha prin̄sed hô c’heren̄tiézou, a oa eûz a ugen̄t mil dén ha daou c’han̄t, kré-brâz évid ar brézel.

10Mipien Jadihel: Balan. Mipien Balan: Jéhus, ha Ben̄jamin, hag Aod, ha Kanana, ha Zétan, ha Tarsis, hag Ahisahar;

11Ar ré-zé holl mipien Jadihel, péré a oa prin̄sed hô c’héren̄tiézou, d’ann niver eûz a zeitek mil ha daou c’han̄t, tûd kalounek-brâz ha daré d’ar brézel.

12Séfam ivé hag Hafam, mipien Hir, hag Hasim, mâb Aher.

13Ha mipien Neftali: Jariel ha Gurri, ha Jéser, ha Sellum, mipien Bala.

14Hôgen mâb Manasé, Esriel; hag hé zerc’h Sira a c’hanaz Mac’hir, tâd Galaad.

15Hôgen Mac’hir a rôaz gragez d’hé vipien Hapfim ha Safan; hag eur c’hoar en dôé hanvet Maac’ha: da eil vâb en dôé Salfaad, ha Salfaad en dôé merc’hed.

16Ha Maac’ha, grég Mac’hir, a c’hanaz eur mâb a hanvaz Farez; hé vreûr a oa hanvet Sarez; hag hé vipien, Ulam ha Bésen.

17Hôgen mâb Ulam, Badan; ar ré-zé eo mipien Galaad, mâb Mac’hir, mâb Manasé.

18Hôgen hé choar Régina a c’hanaz eunn dén kaer, hag ivé Abiézer, ha Mohola.

19Hôgen Sémida en dôé da vipien, Ahin, ha Séchem, ha Lési, hag Aniam.

20Ha mipien Éfraim: Sutala, ha Bared hé vâb, ha Tahat hé vab, hag Élada hé vâb, ha Tahat hé vâb, ha Zabad hé vâb,

21Ha Sutala hé vâb, hag Ézer hag Élad hé vipien; hôgen tûd Get a lazaz anézhô, ô véza ma oan̄t diskennet ha m’hô dôa skrapet hô douarou.

22Râk-sé Éfraim, hô zâd, a wélaz d’ézhô é-pâd kalz dervésiou; hag hé vreûdeûr a zeûaz évid hé zic’hlac’hari.

23Hag hén̄ a iéaz da gaout hé c’hrég; hag hî a en̄géhen̄taz hag a c’hanaz eur mâb, a hanvaz Béria, ô véza ma oa ganet é-kreiz reûziou hé dî:

24Eur verc’h en dôé ivé hanvet Sara, péhini a zavaz kéar Bethoron ann izéla hag ann uc’héla, hag Ozensara.

25Da vipien en dôé ivé Rafa, ha Résef, ha Talé, a béhini eo ganet Taan,

26Pehini a en̄géhen̄taz Laadan, en dôé da vâb Ammiud, péhini a oé tâd Élizama,

27A béhini eo ganet Nun, en dôé da vâb Jozué.

28Hô ferc’henniez hag hô c’heriou a oé Bétel gan̄d hé dalc’hiou, ha war-zû ar sâv-héol, Noran, ha war-zû ar c’hûs-héol, Gazer hag hé dalc’hiou, hag ivé Sichem gan̄d hé dalc’hiou, bétég Aza gan̄d hé dalc’hiou.

29Béz hô dôé ivé é-harz mipien Manasé, Betsan hag hé dalc’hiou, Tanac’h hag hé dalc’hiou, Mageddo hag hé dalc’hiou, Dôr hag hé dalc’hiou: er ré-zé eo é choumé mipien Jozef, mâb Israel.

30Mipien Aser: Jemna, ha Jésua, ha Jessui, ha Baria, ha Sara hô c’hoar.

31Ha mipien Baria: Héber, ha Melkiel; hé-man̄ eo tâd Barsait.

32Hôgen Héber a en̄géhen̄taz Jéflat, ha Somer, hag Hotam, ha Suaa hô c’hoar.

33Mipien Jéflat: Fosek, ha Kamaal, hag Asot: ar ré-zé eo mipien Jéflat.

34Ha mipien Somer: Ahî, ha Roaga, hag Haba, hag Aram.

35Ha mipien Hélem hé vreûr: Sufa, ha Jemna, ha Sellez, hag Amal.

36Mipien Sufa: Sué, hag Harnafer, ha Sual, ha Béri, ha Jamra,

37Ha Bosor, hag Hod, ha Samma, ha Salma, ha Jétran, ha Béra.

38Mipien Jéter: Jéfoné, ha Fasfa, hag Ara.

39Mipien Olla: Aréé, hag Hamiel, ha Résia. 40 Ar ré-zé holl mipien Aser, prin̄sed hô c’héren̄tiézou, tûd dilennet ha kalounek-brâz é-touez ann duged. Ann niver eûz ar ré a oa enn oad da von̄d d’ar brézel a ioa eûz a c’houéac’h mil war-n-ugen̄t. ———— VIII. PENNAD. Nésted Ben̄jamin, ha nésted Saül.

← Eil Levr an Danevelloù 6Read In The App, Free →Eil Levr an Danevelloù 8 →

Study Eil Levr an Danevelloù 7

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567891011121314151617181920212223242526272829